Barzh

Kargad arbennigour war ar barzhonegoù komzet ha kanet er sevenadurioù keltiek

Ur barzh zo un den hag a sav barzhoniezh, dre gomz eilet gant un ton sonerezh gwechall, dre skrid peurliesañ hiziv. Ar ger-se zo boutin d'ar yezhoù predenek[1]. Ur c'hefridi arbennig a voe d'ar varzhed en Henamzer hag er Grennamzer, koulz er c'hevredigezhioù keltiek hag e lec'hioù all, pa vezent gopret gant ar vrientinion, roueed, priñsed hag aotrounez. Paotañ e vezont deuet da vezañ e servij ar c'humuniezhoù a-bezh. Barregezhioù pennañ ar barzh a denn da genaozañ gerioù, stenioù, talmoù ken ma sav skeudennoù, santadoù ha fromoù e-barzh spered ar selaouerien pe lennerien. Barzhoniezh eo anv an arz-se, rannet etre gennadoù, ar barzhoniezh varzhoniezh dramaek, ar varzhoniezh hanez, ar varzhoniezh lourennek en o zouez.

barzh
historical profession
Iskevrennad euskaner-sonaozer, barzh Kemmañ
Stumm gourel an dikedennbardulo, bardas Kemmañ

N'eus ket tu da veskañ barzh gant furm blotaet ar ger parzh en droienn e-barzh (araogenn).

Henvarzhed 

kemmañ

Ken kozh eo ar varzhed hag o barzhonegoù ma voe anezho en Henamzer koshañ p'eo deuet betek hon amzer meur a destenn varzhoniel savet e Sumer, 4000 bloaz zo. Un varzhoneg hanez, Meurgan Gilgamech, savet war-dro 2100 kent J.K. hag a voe eilet er Reter-Nesañ e-pad hir amzer war-heul. Adkemeret e voe istor al Liñvadenn-veur kontet ennañ gant saverien zo ar Bibl. En Egipt e voe savet Istor Sinoue, ur barzhoneg-danevellañ, war-dro 1750 kent J.K.

Homeros (Ὅμηρος) a lavarer war e zivout e oa ur barzh gresianek eus penn diwezhañ an VIIIvet kantved kent J.K. Eñ eo ar barzh koshañ eus Henc'hres a zo deuet e oberennoù betek ennomp : an Ilias hag an Odysseia. Meneget eo ma voe dall ha n'eo ket rouez ar varzhed dall en Istor diwar an abeg ma voe kredet an dud dall gouest da santout ha divinout an traoù koachet hag e voe broudet an awen diwar o skorted. Koulskoude e c'hallfed lavaret eo ken kozh all skridoù Hesiodos. Aeded, barzhed-gantreerienn a veze graet eus ar varzhed-sonerien a valee er broioù graesianek.

E Henroma e veze kustum diouzh ar pennadurezhioù pinvidik paeroniañ barzhed a-vicher (poeta, liester poetae) evel ma rae Gaius Cilnius Maecenas, mignon da Kaesar Aogust, hag e soutenas Horatius ha Vergilius.

E Ledenez Arabia, a-raok ma teuas an Islam di, e veze uhel renk ar varzhed (sha'ir-ed) pa voent karget gant enoriñ o meuriadoù ha disprizañ ar meuriadoù all. Kenstrivadegoù diwar ar varzhoniezh lu (zajal) a c'hellfe bezañ dalc'het evit chom hep brezeliñ. Anv zo eus ur geriadenn, kostez Mekka, ma veze aozet gouel ar varzhoniezh evit beg ar s'ha'ir-ed enni.

 
Delwenn ur 'barzh e Mirdi Breizh, eus sevenadur La Tène. Kavet e Paoul.

Micher arzel ha roueel er Grennamzer koshañ 

kemmañ

Gant Myles Dillon e voe taolennet keñver ha keñver barzhed India ar Vedaed ha reoù an Iwerzhon kentidik er Grennamzer koshañ :

E Iwerzhon koulz hag e India e veze barzhed a-vicher hag ar c'hefridi dezho sevel meuleudioù d'ar roue ha d'e familh ha gwareziñ dre eñvor e wezenn gerentiezh ken e tibune anezhi ingal. En India e lakajod ar 'suta e-touez koskor ar roue ha dezhañ ar renk a veze gant breur ar roue… Kennerzhañ ar galloud rouel a voe labour ar varzhed a veze gopret gant chatal ha douareier…E Iwerzhon… e  veze renket ar file hervez meur a rez.

[2]

Er Grennamzer e veze ur rummad barzhed-sonerien e pep lec'h, an darn bras o kantreal a gastell da gastell, darn all dindan ur paeron, gant o biñvioù-seniñ war o choukoù. Troubadoured e Okitania ha Katalonia pe drouverien e Norzh Bro-C'hall a veze graet eus outo. En XIIvet kantved e plijas d'an dudjentil eus an uhelañ bezañ ambrouget gant ul lez heloc'h, da lavared eo bezañ gronnet gant o gwazed hag e veze kinniget amzerioù diduiñ dezho, dibunadegoù barzhoniezh enno.

Gant ar ger barzh e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù predenek all. Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h er bed kelt : bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e kerneveureg.

E sevenadur keltiek an Henamzer e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras er gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadout. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized.

 Barzhed vodern ha kempred 

kemmañ

Dibaoe ar XVvet kantved pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed veur zo bet taolet er-maez eus ar gevredigezh.

E galleg ec'h implijer ivez ar ger barde, a zo bard e saozneg, deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.

Un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel zo gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en XIXvet kantved ; un dalvoudegezh folklorel ha disprizus a vez gant ar ger gallek en amzer vremañ.

 Levrlennadur 

kemmañ
  •  Myles Dillon & Nora ChadwickThe Celtic Realms, Eil embannadur, Londrez, Weidenfeld and Nicolson, 1972.
  • Joseph Rio, Auguste Brizeux :1803-1858 : inventeur de la Bretagne ?, Roazhon, Presses universitaires de Bretagne, 2021, 262 p., Dastumadeg Bretagne références. (ISBN 9782753581869)

Pennadoù nes

kemmañ

 Notennoù ha daveennoù 

kemmañ
  1. E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger a zeu eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg.
  2. Both in Ireland and in India there were professionnal poets whose duty was to praise the king and his family and to preserve and to recite his genealogy. In India, the suta is a member of the king'household and ranks next to the king' brother.…These bards strengthened him to perform his prosperity and their services were richly rewarded in cattle and in land… In Ireland… (the) file belonged to a privileged class, divided into several grades of dignity. Myles Dillon & Nora ChadwickThe Celtic Realms, 1972, p. p. 91-92.