Kastell
En orin eo ur c'hastell (liester: kestell pe kistilli pe kastelloù) ur savadur e kerz un aotrou evit gwareziñ e c'halloud war e c'hladdalc'h ha chom en e c'houdor e-pad ar Grennamzer. Diwar al latin castellum eo bet deveret ar ger. Ur castellum (castrum bihan) a oa kreñvlec'h bihan al luoz roman. Meur a gastell roman e mein a zo bet adimplijet hag adsavet er Grennamzer (da skouer: kastell Brest), met muioc'h a zo bet freuzet evit sevel tiez.

Savet eo bet kestell kentañ ar Grennamzer e prenn, war ur savenn douar peurliesañ, da lavaret eo ur voudenn gastell pe voudenn gladdalc'h. Goude-se, war-dro an Xvet kantved, e vezent savet e mein ha kastell-kreñv a reer anezho.
E-pad an Azginivelezh e klaskas ar roueed c'hall sevel pe gempenn o c'hestell-kreñv aozet evit an difenn evit ma teufent da vezañ ul lec'h plijus ha koñfortus. Evel-se e savjont kestell eus ar vravañ war riblennoù al Liger.
En EuropaAozañ
Hêr ar genkiz roman eo ar c'hastell europat, un atant lakaet da greñvlec'h gant mogerioù evit e wareziñ.
SkeudennoùAozañ
AlamagnAozañ
Kastell Neuschwanstein, savet evit Loeiz II Bavaria, en XIXvet kantved.
BreizhAozañ
Tour Raoul e Kastell Felger
Bro-C'hallAozañ
Kêr Carcassona a oa ur gêr mogeriet en Okitania.
Bro-SaozAozañ
Kastell Windsor eo ti-annez ar rouanez Elesbed II, savet 900 vloaz zo.
Tour Londrez. An Tour Gwenn, karc'har Gruffudd ap Llywelyn, ha nouspet all.
JapanAozañ
KembreAozañ
Kastell Cricieth, ma voe karc'haret Gruffudd ap Llywelyn Fawr hag e vab Owain Goch.