Gruffudd ap Llywelyn Fawr

Gruffudd ap Llywelyn Fawr pe Gruffudd ap Llywelyn ab Iorwerth, ganet war-dro 1198-1200, ha marvet d'ar 1añ a viz Meurzh 1244) a oa mab henañ bastard da Llywelyn Fawr ha d'e serc'h Tangwystl, marvet er gwentloù, ha tad da Llywelyn Ein Llyw Olaf ha Dafydd ap Gruffudd

Ardamezioù Tierniezh Gwynedd.
Kastell Cricieth, ma voe karc'haret Gruffudd ap Llywelyn Fawr hag e vab Owain Goch.

E vuhezAozañ

Pa oa bugel e voe kaset gant e dad evel gouestl da lez ar roue saoz Yann Dizouar, e testeni a feiz vat. Pa varvas e dad en 1240 e c'hallje bezañ bet ul lodenn eus rouantelezh e dad hervez lezenn Kembre d'ar c'houlz-se, met gant e vab all Dafydd ap Llywelyn, mab ar briñsez Siwan, eo ez eas ar rouantelezh. Klasket en doa Llywelyn aesaat an traoù evit Dafydd dre ma ouie e savje enebiezh ouzh ur mab hanter saoz.

PrizonietAozañ

 
Tour Londrez. An Tour Gwenn, karc'har Gruffudd ap Llywelyn

Prizoniet e voe Gruffydd gant Dafydd pa voe anvet da Priñs Gwynedd war-lerc'h marv o zad.
Pa voe aloubet reter ar vro gant ar roue saoz Herri III en 1241 e rankas Dafydd reiñ e vreur Gruffudd d'ar roue, ha bac'het e voe e Tour Londrez. Paeañ a reas Senana, gwreg Gruffudd, 600 mark d'ar roue saoz evit frankiz he fried ha hini Owain, o mab henañ.

E varvAozañ

E 1244 e klaskas tec'hel. Evit-doare e stagas liñselioù d'ober ur gordenn da ziskenn eus e brenestr, met re bonner e oa ha kouezhañ a reas. Kavet e voe e gorf en deiz war-lerc'h ouzh troad an Tour Gwenn.
En 1248 e c'houlennas ebed Strata Florida hag Aberconwy degas e gorf da Wynedd, ha beziet e voe gant e dad en Aberconwy.

Prenestr e gell, e tu kreisteiz an tour, hag el lein anezhañ. Stouvet e voe gant brikez met aes eo da welout hiriv c'hoazh.

E vugaleAozañ

Dimezet e oa da Senena, merc'h Caradoc ap Thomas eus Enez Môn. Pevar mab o doa bet:

Bec'h ha kann a voe etreze, Llywelyn a voe trec'h war ar re all, hag a voe diwezhañ roue meur Kembre.