Llywelyn ab Iorwerth

Gwelout ivez : Llywelyn.

Llywelyn ab Iorwerth (war-dro 1173–1240), lesanvet "Llywelyn Fawr" (Llywelyn Veur e brezhoneg), a oa Priñs Gwynedd, hag a rene war an darn vrasañ eus Kembre. Tad-kozh eo da Llywelyn ap Gruffudd, lesanvet "Llywelyn Olaf".

Llywelyn Fawr. Delwenn e kêr Conwy.

Ganet e oa Llywelyn e 1173, e Dolwyddelan moarvat. Mab-bihan e oa da Owain Gwynedd, ha mab da Iorwerth Drwyndwn, ha n'ouzer netra diwar e benn hag a c'hallje bezañ marvet pa oa bugelig Llywelyn. E vamm a oa Margaret, merc'h da Vadog ap Maredudd, priñs Powys.

E penn Gwynedd edo e eontred, Dafydd ab Owain Gwynedd ha Rhodri ab Owain Gwynedd, met e 1188 e savas Llywelyn un arme, hag eñ krennard c'hoazh, da ober brezel d'e eontred. E 1194 e kavas skoazell digant e gendirvi, Gruffydd ha Mardudd ap Cynan, hag e voe trec'h war arme Dafydd en aber ar stêr Conwy. Rhodri a varvas e 1195. Llywelyn a dapas Dafydd hag en harluas eus Gwynedd. E 1199 e kemeras kastell Mold.

Kreskiñ e c'halloud

kemmañ
 
Dismantroù kastell Dolwiddelan

E 1205 e kreskas e vrud pa zimezas da Janed Bro-Saoz, merc'h vastard d'ar roue saoz Yann Dizouar. Kent se e oa bet o varc'hata gant ar pab Inosant III evit dimeziñ gant intañvez e eontr Rhodri, a oa merc'h da Reginald, roue Manav. Met pa gavas tro da gaout Janed e tilezas an intañvez.

E enebour bras e Kembre d'an ampoent e oa Gwenwynwyn ab Owain, eus Powys. Pa savas bec'h etre priñs Powys hag ar roue Yann e 1208 e lammas Llywelyn war Powys ar c'hreisteiz, ha war hanternoz Ceredigion. En 1210 avat e trenkas an traoù etre Llywelyn ha Yann saoz, ken e voe skoazellet Gwenwynwyn gant Yann da adkemer e zouaroù. E 1211 e voe aloubet Gwynedd gant Yann, ma kollas Llywelyn e zouaroù er reter d'ar stêr Conwy.

E 1212 en em glevas gant rouaned all eus Kembre hag e teuas a-benn da adkemer e zouaroù kollet, war bouez nebeut. E 1213 e kemeras kestell Deganwy ha Rhuddlan. Emglev a eure gant ar varoned saoz o devoa rediet Yann da sinañ ar Magna Carta. Kemer a reas Shrewsbury e 1215. Er bloaz-se en-eeun e voe anvet Ednyfed Fychan da senesal Gwynedd hag e voe unan eus kenlabourerien Llywelyn.

En Aberdyfi e 1216 e savas ur seurt Parlamant Kembre ma veze barnet an dizemglevioù etre an aotrouien er vro.

E 1234 e voe un arsav-brezel daou vloaz etre Herri III ha Llywelyn ha sinet feur-emglev Middle. Llywelyn a zalc'has Aberteifiha Llanfari-ym-Muallt, ha bep bloaz e voe adsinet an emglev betek diwezh e ren.

Kestell

kemmañ

Meur a gastell a voe savet gant Llywelyn, en o zouez hini Deganwy ha Castell y Bere.

Lennegezh kembraek

kemmañ

Daou bezh-c'hoari

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.