Degannwy

(Adkaset eus Deganwy)

Degannwy pe Deganwy[1] zo ur gêr vihan eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ er c'hreisteiz da Llandudno hag er reter da gêr Conwy, a zo en tu all d'ar Stêr Conwy. E kumuniezh Conwy emañ, hag e parrez Llanrhos.

Deganwy
bourc'h
Anv ofisielDeganwy, Deganwy Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadSir Conwy Kemmañ
Kontelezh istorelSir Gaernarfon Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°18′0″N 3°50′0″W Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySH779791 Kemmañ
Map

An anv

kemmañ

E meur a zoare eo bet displeget orin an anv "Deganwy". Evit lod e teufe eus anv an Deceangli, unan eus pobloù keltiek Kembre en Henamzer. Evit tud all e vefe savet diwar an elfenn "din", a dalvez kement ha "kreñvlec'h", ha "Conwy", anv ar stêr.

 
Kastell Degannwy hag ul lodenn eus kêr war ribl ar stêr Conwy

Brudet eo Kastell Degannwy hag a oa kreñvlec'h Maelgwn Gwynedd, roue Gwynedd er VIvet kantved, pintet war un dorgenn a-us kêr. Lec'h-annez pennañ rouaned Gwynedd a oa e Degannwy en amzer-hont, met goude se ez eas al lez da Aberffraw, war Enez Mon. Meur a greñvlec'h a voe savet war an dorgenn a-hed an istor, a-raok ma voe savet ur c'hastell norman e 1082. Goude se e voe savet unan all eno gant Llywelyn Fawr. Distrujet e voe ar c'hastell diwezhañ hag implijet e voe ar mein anezhañ evit sevel Kastell Conwy. E kantrev Rhos e oa Degannwy gwechall.

Notennoù

kemmañ