Conwy (kêr)
- Evit implijoù all, gwelet Conwy.
Conwy zo ur gêr en arvor hanternoz Kembre, ur 35 km er reter da g-Caernarfon, e genou ar stêr Conwy. Betek 1974 e oa e Sir Gaernarfon, goude edo e Gwynedd betek 1996, ha bremañ emañ e Sir Conwy.
Istor
kemmañSavet eo bet ar c'hastell brudet gant ar roue saoz Edouarzh Kentañ er bloaz 1284. Arsailhet e voe kêr Conwy gant armead Cromwell e 1645 ha kemeret.