Kastell Conwy
Kastell Conwy zo ur c'hastell e kêr Conwy, e hanternoz Kembre.
Savet e voe etre 1283 ha 1289, e-pad eil brezelekadenn ar roue saoz Edouarzh Kentañ e hanternoz Kembre. Kemer a reas lec'h ur c'hastell koshoc'h, Kastell Deganwy, savet gant ar roue Herri III, war un dorgenn e-kichen kêr Conwy, hag a oa bet freuzet gant Llywelyn ap Gruffudd e 1263.
Savet e voe ar c'hastell gant 1 500 a dud, darbarerien ha benerien vein, renet gant James of St. George. Ur sammad a 15 000 lur sterling a voe dispignet evit sevel ar c'hastell ha mogerioù-difenn Conwy, ar pezh a voe ar sammad brasañ dispignet gant Edouarzh Iañ evit ur c'hastell e Kembre etre 1277 ha 1304.
Savet e voe kastell Conwy war ar roc'h, evel Kastell Caernarfon, war un dorgennig en aber ar stêr Conwy. Savet e voe ar c'hastell war rivinoù |abati kozh Aberconwy ha savet e voe mogerioù tro-dro d'ar gêr da zifenn ar Saozon a oa nevez-annezet enni diouzh Kembreiz an trowardroioù.
E 1401, e-pad emsavadeg Owain Glyndŵr, e voe kemeret ar c'hastell gant Kembreiz Rhys ap Tudur hag e vreur Gwilym ap Tudur ha devet e voe kêr.
Hiziv e vez graet war-dro ar c'hastell gant an aozadur Cadw hag emañ, evel kestell all eus hanternoz Kembre, war roll lec'hiennoù ar Glad bedel, savet gant UNESCO, abaoe 1986.