Emañ kastell Caernarfon e Caernarfon, e Gwynedd, e hanternoz Kembre. Savet e oa bet ar c’hastell a weler hiziv gant Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz, goude ma oa bet aloubet Kembre gantañ.

Kastell Caernarfon, en diabarzh.
Kastell Caernarfon, gwelet eus ar c’hornôg.

Gant Edouarzh Iañ e voe lakaet sevel meur a gastell e hanternoz Kembre, evit lakaat Kembreiz da blegañ, da-heul e drec’h war ar priñs Llywelyn ap Gruffudd. En o zouez e c’haller menegiñ kastell Biwmares, hini Conwy ha hini Harlech. Hogen hini Caernarfon e oa an hini pouezusañ, dre ma oa e-kichen ar Menai, ar vrec’h-vor zo etre Enez Mon hag an douar-bras.

Kroget e oa bet da sevel ar c’hastell e 1283, ha kendalc’het e oa bet betek 1323. Ne oa ket bet peurechuet e gwirionez, ha hiziv c’hoazh e weler ar roudoù eus mogerennoù diechu. Hervez dielloù an amzer-hont e vije koustet al labourioù war-dro 22 000 lur sterling, ar pezh a oa ur sammad brav a arc’hant da neuze, war-dro ur bloavezhiad gounid evit teñzor ar roue. Hervez ar vojenn e vije bet savet ar mogerioù war skouer re Kergustentin, dre ma oa bet ar roue Edouarzh Iañ o kemer perzh er C'hroaziadegoù. Emañ ar c’hastell dirak dourioù ar Menai, evel-se e c’halled eveshaat an tremen dre ar vrec’h-vor. Hervez a lavarer e vije bet ganet Edouarzh II ennañ e 1284, hogen n’eur ket sur e vije gwir kement-se : marteze eo bet kontet evit ma vije degemeret gwelloc’h gant tud Kembre Edouarzh II, mab roue Bro-Saoz, hag eñ lesanvet "Priñs Kembre".

E 1403 ha 1404 e voe lakaet seziz war ar c’hastell gant soudarded Owain Glyndŵr, ar priñs kembreat a oa en em savet a-enep ar galloud saoz. E-pad an Dispac'h saoz en em zaskoras soudarded ar c’hastell d’ar Barlamantidi e 1646.

Abaoe Edouarzh II e vez graet « priñs Kembre » eus mab henañ ar roue pe ar rouanez zo o ren e Londrez (rouaned Bro-Saoz, rouaned ar Rouantelezh Unanet) E 1911, hag adarre e 1969 e voe aozet e kastell Caernarfon lidoù d’ober eus ar mab henañ-se « priñs Kembre », gant Edouarzh VIII e 1911 ha Charlez e 1969.


Liamm diavaez

kemmañ

(en) Ar c'hastell war lec'hienn CastleWales