Llywelyn ap Gruffudd

Llywelyn ap Gruffudd (lesanvet bremañ Llywelyn Ein Llyw Olaf, da lavarout eo Hon Diwezhañ Levier) (war-dro 1228-11 a viz Kerzu 1282), eo diwezhañ Priñs Kembre dieub, lazhet e Cilmeri e 1282 gant soudarded Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz.

Llywelyn ap Gruffudd
Llywelyn kurunennet, oc'h ober le a wazoniezh d'ar roue saoz Herri III (ha na weler ket war ar skeudenn)
Gwelout ivez Llywelyn ap Iorwerth (Llywelyn Fawr) ha Llywelyn.

Mab e oa da Gruffudd ap Llywelyn Fawr, mab-bihan eta da Llywelyn Fawr, priñs Kembre.

IstorAozañ

 
Ardamezioù Llywelyn
 
Karreg-kounaat Llywelyn e Cilmeri

Unan eus pevar mab Gruffydd ap Llywelyn Fawr e oa. E dad a oa mab bastard da Llywelyn ap Iorwerth (Llywelyn Fawr). Dizemglev zo da c'houzout hag an trede pe ar pevare mab e oa: sur eo ne oa ket ar mab henañ.

Brezeliñ a eure enep e eontred hag e vreudeur dreist-holl, Owain, Dafydd ha Rhodri. Dont a-benn a eure Llywelyn da c'honit warne en emgann Bryn Derwin ha da vout roue Gwynedd e 1258 ha roue Kembre, un dra nevez, rak ne veze ket kaoz c'hoazh eus Kembre evel ur vro met evel un douar rannet etre meur a rouantelezh istorel,

Fazioù politikelAozañ

Ma oa Llywelyn ur pennbrezel ampart ne oa ur politikour fin evel e dad-kozh ha dirakañ e oa un enebour dañjerus, Edouarzh I. Ma karje bezañ graet emglev gant Tiegezh Simon V Montfort. Pa voe graet marc'had da zimeziñ Llywelyn hag Elinor de Montfort, merc'h Simon, e kemeras Edouarzh droug hag e tapas al lestr a gase ar plac'h eus Bro-C'hall da Vro-Saoz, hag e talc'has anezhi evel prizoniadez e kastell Windsor.

KounAozañ

Bep bloaz e vez lidet Diwrnod Llywelyn Ein Llyw Olaf (Devezh Llywelyn Hon Friñs Diwezhañ) d'an 11 a viz Du e Cilmeri.

En e raok
Dafydd ap Llywelyn
Llywelyn ap Gruffydd
Roue Gwynedd
1246-1282
War e lerc'h
Dafydd ap Gruffudd


LennadurezhAozañ

  • A.D. Carr, Llywelyn ap Gruffudd (Caerdydd, 1982)
  • J. Beverly Smith, Llywelyn ap Gruffudd, Tywysog Cymru (Caerdydd, 1986). ISBN 0708308848