Rhodri ap Gruffudd, pe Roderick Fitz Griffin gouez d'ar Saozon, ganet war-dro 1230 ha marvet war-dro 1315, a oa ur priñs eus Gwynedd en XIIIvet kantved, mab da Gruffudd ap Llywelyn Fawr hag e bried Senana . Tri breur en doa: Llywelyn ap Gruffudd, Dafydd ap Gruffudd hag Owain ap Gruffudd. Div c'hoar en doa: Gwladus ferch Senana ha Margaret ferch Senana. N'ouzer ket pe an henañ pe ar yaouañ e oa.

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa e deroù ar bloavezhioù 1230. E dad Gruffudd ap Llywelyn Fawr a oa mab bastard da Llywelyn Fawr, roue Gwynedd. Eus e vugaleaj n'ouzer hogos netra. Pa varvas e dad-kozh e 1240 eo gant e eontr Dafydd ap Llywelyn, lezvreur e dad, ez eas ar gurunenn ha n'eo ket gant e dad a oa ar mab henañ. Ha kenkent ar priñs Dafydd nevez da vac'hañ Gruffudd.

E varv

kemmañ

A-benn 1282 (ha marteze a-raok) e oa deuet Rhodri da vout perc'henn maner Bidfield e Gloucestershire. Dimezet e oa da Beatrice de Malpas, merc'h un tiegezh pinvidik eus Cheshire, ha ganti he doa prenet an domani.
Pa varvas e bried ec'h addimezas d'ur vaouez anvet Catherine ha war-dro 1309 en doa prenet maner Tatsfield e Surrey.
Mervel a reas Rhodri war-dro 1315. Evel breur diwezhañ bev Llywelyn Olaf,, goude 1283, e c'hallje bezañ bet lakaet da hêr kurunenn Gwynedd, ha da Briñs Kembre kenkoulz all.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas div wech:

  1. gant Beatrice, merc'h David, eus Malpas.
  2. gant ur vaouez anvet Catherine, peuzdianav deomp.

Levrlennadur

kemmañ
  • Spencer Smith, "The end of The House of Gwynedd: Excavation of a Medieval Welsh Manor Complex in Tatsfield, Surrey".