Senana
Senana (pe Senena) ferch Caradog ap Thomas (war-dro 1210 - 1260) a oa merc'h d'ar priñs Caradog ap Thomas ha dre e berzh e oa gourverc'h d'ar roue Owain Gwynedd.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a eure da Gruffudd ap Llywelyn, mab da Llywelyn Fawr, priñs Gwynedd, ha meur a vugel he doe:
- pevar mab:
- Llywelyn ap Gruffudd , a voe priñs Gwynedd war-lerc'h e dad ha priñs Kembre;
- Dafydd ap Gruffudd, a stourmas ouzh e vreur henañ,
- Rhodri ap Gruffudd
- Owain ap Gruffudd
- div verc'h:
He buhez
kemmañN'ouzer ket kalz a dra diwar he fenn, met hervez dihelloù ar mare ne oa ket bihan ar perzh kemeret ganti en aferioù Gwynedd, ha dreist-holl en darempredoù gant Bro-Saoz . E miz Eost 1241 ez eas eus Gwynedd da gaout ar roue saoz Herri III da Amwythig da c'houlenn dieubiñ Gruffudd, he fried, eus karc'har e vreur Dafydd ap Llywelyn, priñs Gwynedd.
Goude-se, pa voe kaset Gruffudd da Vro-Saoz, ha bac'het e Tour Londrez ez eas di d'e welout.
Levrlennadur
kemmañ- J. Beverley Smith, Llywelyn ap Gruffudd, Tywysog Cymru (Caerdydd, 1986)