Elinor de Montfort (hervez an doare kembraek), pe Eleanor de Montfort (hervez an doare saoznek), ganet e 1252 ha marvet d'an 19 a viz Mezheven 1282, a oa merc'h da Simon de Montfort, 6vet kont Leicester hag Eleanor Bro-Saoz. Anv he mamm he devoa eta, hag anv he mamm-guñv Eleanora Akitania.

He yaouankiz

kemmañ

He zud-kozh a-berzh mamm e oa ar roue Yann Dizouar hag e bried kenrouanez Izabel Angoulême. He eontred e oa Herri III Bro-Saoz ha Richard, 1añ kont Kernev-Veur. He moerebed e oa Janed Bro-Saoz, rouanez Bro-Skos, hag Izabel Bro-Saoz, ha Janed Bro-Saoz, priñsez Kembre.

Pa oa Eleanor en he zrizek vloaz e voe lazhet he zad Simon hag he breur Henry en emgann Evesham d'ar 4 a viz Eost 1265. Hervez ar gronikourien Nicholas Trivet, William Rishanger ha re all, e oa bet graet emglev etre Simon ha Llywelyn ap Gruffudd, ha Llywelyn hag Eleanor a oa da zimeziñ an eil d'egile. Goude marv Simon e rankas e diegezh tec'hel diouzh Bro-Saoz : mont a reas an div Eleanor, ar vamm hag ar verc'h, da leandi dominikan Montargis, e Bro-C'hall, a oa bet savet gant an tiegezh Montfort.

Dimezet da Llywelyn ap Gruffydd

kemmañ

Mervel a reas ar gontez Eleanor e nevezamzer 1275, ha prestik goude e timezas Llywelyn ap Gruffudd, Priñs Kembre, hag Eleanor de Montfort, dre hanterouriezh (per nuncios) per verba de presenti dirak testoù.

Prizoniet gant Edward I

kemmañ

Eleanor a reas ar veaj war vor eus Bro-C'hall da hanternoz Kembre, hep tremen dre Vro-Saoz. Met pa oa an daou lestr a zouge Eleanor, he breur Amaury hag o c'hoskor, o tremen dirak aod kreisteiz Bro-Saoz e voent prizoniet gant moraerien eus porzh Bristol, er-maez da Inizi Sillan. C'hwec'h den, a anaver o anvioù, ha moraerien pevar lestr eus Bristol, a voe trugarekaet gant 220 mark (Calendar Patent Rolls, 1272-81, 161; PRO Liberate Rolls C62). 'Thomas Larchdeacon', 'Thomas an Arc'hdiagon', an hini en devoa aozet an afer evit he c'henderv Edward Iañ a resevas £20 e miz Mae 1276, war urzh ar roue, eus dorn sheriff Kernev-Veur. (Calendar of Close Rolls, 1272-79, 292).

Eleanor a voe kaset dre vor da Vristol, ha prizoniet e Kastell Windsor e-pad tri bloaz (PRO: Liberate Rolls, C62/ 52). E 1278, goude sinet Emglev Aberconwy, e voe lezet da vont.

Plac'h dimezet

kemmañ

Eleanor ha Llywelyn a voe dimezet (secundum formam ecclesie) dirak dor an iliz-veur, hervez ar c'hiz, e Worcester, e Bro-Saoz, da zeiz Sant Edward, e 1278; ar roue Edward a roas d'ar plac'h nevez, keniterv dezhañ, hag a baeas ar banvez. A-raok an oferenn eured e talc'has Edward war Llywelyn evit ober dezhañ lakaat e siell d'ur c'hemm en emglev o devoa graet a-raok.

Goude al lid e teuas Eleanor da vezañ anavezet en ofisiel evel Princess of Wales and Lady of Snowdon. (see Calendar of Patent Rolls, 1272-81, 306; CPR, 1281-92, 11; Calendar of Ancient Correspondence, 75-76; Foedera I, ii, 576, 584, 587).

He marv

kemmañ

Mervel a reas Eleanor er gwentloù d'an 19 a viz Mezheven 1282 (see The chronicle of Bury St Edmunds, 74-76) en he falez e Garth Celyn, Aber Garth Celyn en arvor Gwynedd; kaset e voe he c'horf dre al Lafan Sands da leandi fransiskan Llanfaes, (Brut y Tywysogion, Peniarth MS20, 223; Peniarth MS20Tr, 117) a oa bet savet en Enez Mon gant Llywelyn Fawr, tad-kozh Llywelyn ap Gruffudd, en eñvor d'e wreg Siwan.
Lazhet e voe Llywelyn d'an 11 a viz Kerzu 1282: eñ an hini a vez graet Llywelyn Ein Llyw Olaf anezhañ). E verc'h Gwenllian, a voe prizoniet bloaz goude gant armeoù Edward Iañ, ha kaset da brioldi Sempringham, e Lincolnshire, e Bro-Saoz, ma varvas da 50 vloaz tremenet.