Peniarth
Un atant e Llanegryn, Meirionnydd, e kreisteiz Gwynedd eo Peniarth, ha ti an tiegezh Wynne.
Ul lec'h a bouez en istor al lennegezh kembraek eo abalamour ma voe dastumet eno dornskridoù krennamzerel gant Robert Vaughan (1592 - 1667) eus Hengwrt, Meirionnydd. Gwerzhet e voe an dastumad gant William Wynne VII da John Williams e 1898.
An dastumad pouezusañ a zornskridoù kembraek eo, anavezet hiziv evel Dornskridoù Peniarth. Diskouezet int e Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth.