Dornskridoù Peniarth

Dornskridoù Peniarth a vez graet eus un dastumad dornskridoù krennamzerel kembraek dastumet da gentañ gant Robert Vaughan (1592 - 1667) eus Hengwrt, Meirionnydd, hag a voe kavet en ti-feurm Peniarth, e Llanegryn, e Meirionnydd en XIXvet kantved. En dastumad-se, a zo bremañ e Levraoueg Vroadel Kembre, emañ an dornskridoù koshañ ha pouezusañ eus al lennegezh kembraek, ha seul goshoc'h int, seul dostoc'h ivez ouzh an henvrezhoneg. Gwerzhet e voe an dastumad gant William Wynne VII a Beniarth da John Williams e 1898.

Pa voe savet ar raktres da sevel ul levraoueg vroadel e Kembre e prometas John Williams e vije kinniget e zornskridoù ha re Peniarth en o zouez.

Darn eus an dornskridoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Diwar-benn an dornskridoù

  • J. Gwenogvryn Evans, Reports on Manuscripts in the Welsh Language, I, 2 ha 3.
  • A Handbook of Manuscripts in the National Library of Wales, I, 1.