Aberystwyth zo ur gêr eus Kembre e kontelezh Ceredigion, e kember ar stêrioù Rheidol hag Ystwyth. 15 935 a dud a oa o vevañ eno hervez niveridigezh 2001. Ur skourr eus Skol-veur Kembre zo eno. Anvet eo ar gêr Aberstouez gant Roparz Hemon e-barzh Gwalarn niverenn 128-129 (1939, p. 75) ha gant Youenn Olier en e romant Porzh an Ifern.

Aberystwyth
Ceredigion
Darn eus mogerioù kozh Kastell Aberystwyth, ha Craig-glais en diadreñv.
Arsav Rheilffordd y Graig e-harz torgenn Craig Glais

Brezhonegerien brudet bet o vevañ en Aberystwyth

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Aozadurioù diazezet en Aberystwyth

kemmañ
  • Llyfrgell Genedlaethol Cymru, "Levraoueg Vroadel Kembre". Di ez eus bet kaset e-leizh a zihelloù brezhonek gant aon e vije bet graet n'eus forzh petra ganto e levraouegoù gallek Breizh.
  • Prifysgol Aberystwyth, "Kampus Aberystwyth Skol-Veur Kembre"
  • Coleg Llyfrgellwyr Cymru, "Skol-stummañ evit al Levraouegerien".
  • Cymdeithas y Merlod a'r Cobiau Cymreig, "Kevredigezh Poneoù Kembre";
  • Cymdeithas yr Iaith Gymraeg, "Kevredigezh ar Yezh Kembraek"
  • Urdd Gobaith Cymru, ur strollad aozet gantañ diduamanchoù evit ar vugale.
 
Traezh Aberystwyth ha pelloc'h an dorgenn anvet y Graig glais.
 
Levraoueg Vroadel Kembre