Ystwyth
Ar stêr Ystwyth zo ur stêr eus Kembre a dremen dre gêr Aberystwyth, a zo savet hec'h anv diwar anv ar stêr, a-raok kenaberiñ e bae Ceredigion gant ar Rheidol.
Eieniñ a ra e Cronfa Ddŵr Craig Goch e Cwm Elan. Traonienn ar stêr (Dyffryn Ystwyth) n'eo ket stank he foblañs, n'eus nemet nebeut a gêriadennoù, evel Ysbyty Ystwyth, Cwmystwyth, Pontrhydygroes, Llanilar ha Llanfarian.
Gwechall e oa mengleuzioù arc'hant, plom, zink, adalek amzer ar Romaned betek an XVIIIvet kantved. Mengleuz Cwmystwyth e oa ar vrasañ.
Anv
kemmañEn Henamzer e kaved an anvioù-mañ :
- Stuctia[1]
Talvoudegezh : "ar stêr gromm", diwar ur wrizienn *stuctio- ("kromm, kamm, stouet"), hag a adkaver e kembraeg (ystwyth), pe e brezhoneg (stouiñ).
- Estuctia Fl.[2]