Tre Taliesin (pe Tre-Taliesin hervez ar saozneg) zo ur gêriadenn e Ceredigion e Kembre, war an hent A487, un teir lev en hanternoz da Aberystwyth, ha kemend-all er c'hreisteiz da Machynlleth. E parrez Llangynfelyn emañ.

Tre-Taliesin hag Ynys Cynfelyn.
Bez Taliesin.

Stag eo anv ar gêriadenn ouzh hini ar barzh kozh Taliesin. Brudet eo Bedd Taliesin, un duchenn gant ur maen ma lavarer e vije vet beziet ar barzh. Iolo Morganwg, en XVIIIvet kantved, en devoa un dornskrid ma oa skrivet e oa mab da sant Henwg eus Llanhenwg met kement-se a ya kontrol da vojennoù all.

Ur chapel zo (Rehoboth), ur skol gentañ (Llangynfelyn) hag ur sal vras (Llanfach).

Liammoù diavaez kemmañ