Cwm-cou zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz Ceredigion. Emañ er gwalarn da gêr Castell Newydd Emlyn. E kumuniezh Beulah emañ.

Emañ ar gêriadenn e-harz torgennoù izel war lez ar stêr Teifi, el lec'h ma kej an Afon Dulas gant an Teifi.

Tud brudet

kemmañ

E Cwm-cou e voe ganet Theophilus Evans (1693-1797), en doa savet al levr brudet Drych y Prif Oesoedd ma veske an istor hag ar mojennoù evit kontañ deroù ar gristeniezh e Breizh-Veur.