Goginan
Goginan zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e-kreiz Ceredigion. Emañ er reter da gêr Aberystwyth, etre kêriadennoù Capel Dewi er c'hornôg ha Ponterwyd er reter.

Redek a ra an Afon Melindwr hebioù ar gêriadenn a-raok en em deurel er stêr Rheidol un tammig izeloc'h.
Ur c'hreñvlec'h kozh zo war un dorgenn e-kichen ar gêriadenn, anvet Hen Oginan ("Goginan gozh").
Tud brudet Aozañ
- Lewis Morris, ur barzh hag ul lenneg eus Enez Mon, a zimezas hag a vevas gant ur vaouez eus Goginan. Mervel a reas eno e 1765.
- William Ambrose Bebb, skrivagner ha politikour, ganet e Goginan e 1894.