William Ambrose Bebb (1894-1955) a oa ur skrivagner kembraek hag ur politikour. Ganet oa e Goginan e Ceredigion. En e 60 vloaz e oa marvet trumm e Bangor d'ar Merc'her 27 a viz Ebrel 1955.

Emañ e-touez ar re a savas Plaid Cymru.

Troet e oa gant ar politikerezh ha mennozhioù Charles Maurras hag an Action Française. A-hervez e oa dedennet gant ar faskouriezh ivez.

E vuhez

kemmañ

Goude bezañ bet war e studi e Kembre ez eas da dremen un nebeud bloavezhioù e Pariz, er Sorbonne. Pa oa distroet d'e vro, e voe lakaet da gelenner istor e Skol-Vistri Bangor, hag eno e oa chomet. Anavezet e oa evel istorour, ha meur a levr istorouriezh en deus savet. Anavezet e oa ivez dre e garantez ouzh ar c'hembraeg. Kembraeg a gomze hag a skrive bepred. Heug en doa ouzh yezh ar Saozon. Brogarour rik e oa. Ouzhpenn ur wech eo bet kinniget evel danvez-kannad gant ar Vroadelourien e kontelezh Caernarfon. Ouzhpenn bezañ Kembread, e oa Kelt, hag e venne lakaat an etrekeltelezh da gaout al lec'h a dlee kaout e pep bro geltiek. Diwar an deiz ma reas anaoudegezh gant Bretoned Paris, war-dro 1922, e teuas da vezañ mignon bras da Vreizh. Deskiñ a reas ar brezhoneg, ha reiñ kentelioù kembraeg er skol aozet gant Kelc'h Keltiek an Ao. Régnier. Mont a reas alies da Vreizh da veajiñ, ha nebeut a dud a anaveze "an Emsav breizhek" koulz hag eñ etre an daou vrezel. Kenlabourer e oa d'ar gelaouenn "Breiz Atao". Ar c'horn-bro a blije ar muiañ dezhañ e oa Tremel, a gave dezhañ e oa heñvel-tre ouzh Kembre. Pa echuas an eil brezel-bed, Ambrose Bebb a voe unan eus ar re a zifennas ar vrogarourien vreizhat heskinet. Darn eus e vignoned, an Aotrou Perrot, K. Le Part, ha re all, a oa bet lazhet gant tud eus ar Rezistañs.

E levrioù

kemmañ
  • Llydaw (1929)
  • Crwydro'r Cyfandir (1936)
  • Y Ddeddf Uno 1536(1937)
  • Pererindoddau (1941)
  • Machlud yr Oesoedd Canol (1951)
  • Machlud y Mynachlogydd

Liamm diavaez

kemmañ