Charles Maurras
Charles Maurras, ganet d'an 20 a viz Ebrel 1868 e Martigues (Provañs) hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Du 1952 e Saint-Symphorien-lès-Tours (Indre-et-Loire), a oa ur c'hazetenner, prederour, politikour, ha barzh gall, ezel eus an Akademiezh c'hall. Brudet eo abalamour d'e soñjoù enepyuzev, broadelour, a reer nationalisme intégral anezho.
Perzh a gemeras el luskad Felibrige, agnostek e oa e-pad e yaouankiz. Goustadik e oa aet war-zu ar gatoligiezh. E penn ar gazetenn L'Action française , kazetenn al luskad roueelour Action Française, e oa gant Léon Daudet, Jacques Bainville ha Maurice Pujo. An Action Française a oa ul luskad broadelour hag enep-reveulzier ha sevel a rae a-du gant distro ar vonarkiezh dre hêrezh, enep ar parlamant, enepyuzev ha digreizennet. Stourm a rae enep an hiniennelouriezh hag ar pezh a anve "Stadoù er Stad". Gant harp Maurras, an Action Française a zeuio da vezañ ar strollad politikel ha speredel kreñvañ eus an tu dehoù pellañ da vare an Trede Republik. Krouer mennad ar vroadelouriezh hollek (nationalisme intégral) eo Maurras.
E-pad an Eil Brezel-bed e voe enebet ouzh an Trede Reich met harpañ a rae Renad Vichy. Goude ar brezel e voe rebechet dezhañ ar fedoù-se ha kondaonet e voe d'an toull-bac'h da viken d'an 28 a viz Genver 1945. Abalamour d'ar gondaonidigezh-se e voe skarzhet kerkent eus an Akademiezh c'hall (gortozet e voe e varv evit lakaat un den all en e blas) ha skarzhet e voe ivez eus al luskad Felibrige.
Arroudoù
kemmañ- "L'entreprise raciste est certainement une folie pure et sans issue"[1]
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Action française, 15/07/1936