Llangrannog zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en arvor kornok Kembre, e Ceredigion. 775 a dud zo enni. 46,5% anezho a oar kembraeg (hervez niveridigezh 2011) hepken met an holl dud etre 15 ha 19 vloaz a c'hell ober gant ar yezh.

Llangrannog gwelet eus ar mor.

Emañ ar vourc'h en un draonienn strizh war vord ar stêr Hawen a furm ul lamm-dour e-kreiz ar gêriadenn. A-dreñv al lamm-dour-mañ emañ an darn goshañ, kêriadenn an iliz hec'h anv. Ne c'heller ket he gwelout adalek ar mor, ar pezh he deus he diwallet diouzh ar vorlaerien e-pad ar Grennamzer. Suroc'h e oa bord ar mor goude an XIXvet kantved hag ur gêr nevez a voe savet e-kichen an draezhenn war un dro gant ur porzhig.

Er gumuniezh emañ ivez Blaen Celyn, Pentre-gat, Pontgarreg, Rhydcolomennod hag Ynys Lochtyn.

Dont a ra an anv eus sant Crannog, pe Crantog, a vefe sant Karantog pe Karanteg, en deus roet e anv d'ur barrez a Vro-Leon.

Aveiñ

kemmañ

Ur c'hamp a zo da Urdd Gobaith Cymru zo eno. Div davarn zo ivez Y Ship, hag ar Pentre Arms.

Liammoù diavaez

kemmañ