Rhisiart Hincks
Rhisiart Hincks, bet ganet d'an 9 a viz Ebrel 1954 e Leicester e-kreiz Bro-Saoz, a zo kelenner e Skol-Veur Aberystwyth e Kembre hag ur skrivagner brezhonek ha kembraek.
Buhez[1]Aozañ
StudioùAozañ
Adal e 10 vloaz e tremen bep bloaz e vakañsoù hañv e Kembre e-lec'h ma ra anaoudegezh gant ar c'hembraeg. Lakaat a ra neuze en e soñj deskiñ ar yezh-se gant levrioù ha gant kentelioù skignet dre ar skingomz. Kenderc'hel a ra gant studi ar c'hembraeg e Skol-Veur Aberystwyth hag e 1975 e tap an aotregezh war al lennegezh kembraek. Eno e tesk brezhoneg ivez e kentelioù Rita Morgan Williams ha dont a ra da Vreizh da c'houde da heuliañ stajoù brezhoneg, e Plouared, e Treger peurgetket. E 1979 e tisoc'h e vestroniezh diwar-benn ar barzh, kazetenner hag embanner E. Prosser Rhys hag e 1982 e tap e zoktorelezh gant un dezenn diwar-benn istor ar studioù keltiek hag ar brezhoneg betek dibenn an XIXvet kantved.
Kelennadurezh ar brezhoneg hag ar c'hembraegAozañ
E 1978 e teu da vezañ kelenner e kevrenn gembraek Skol-Veur Kembre en Aberystwyth e-lec'h ma kelenn istor ar c'hembraeg hag ar brezhoneg a-vremañ dre ar c'hembraeg. Ober a ra ivez war-dro ar c'hentelioù kembraeg dre ar brezhoneg evit Skol Ober. Kenskriver ar geriadur liesyezhek en linenn Logos eo evit ar c'hembraeg, ha kuzulier evit an aozadur Cymdeithas y Cyfieithwyr (kevredigezh an droerien). Skrivañ a ra er gelaouenn Al Lanv ha ren a ra ar gelaouenn divyezhek brezhoneg ha kembraeg Newyddion Llydaw/Keleier Breizh.
Buhez prevezAozañ
Dimezet eo bet div wezh ha pevar bugel en deus : Banon, Mabon, Cynon ha Rhiannon.
Luc'hskeudennoùAozañ
Lakaat a ra luc'hskeudennoù war al lec'hiennoù Ipernity: [1] ha Flickr.
EnorioùAozañ
E 2007 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.
SkridoùAozañ
- E. Prosser Rhys 1901-45, Llandysul, 1980
- Geriadur kembraeg-brezhoneg/Geiriadur Cymraeg-Llydaweg, Mouladurioù Hor Yezh, Lesneven, 1991; eil emb. 1997
- Alc'hwez d'ar c'hembraeg/Allwedd i'r Gymraeg, Plufur, 1992
- Geiriau Llydaweg a Fabwysiadwyd gan y Geiriadurwyr Thomas Jones, Iolo Morganwg, William Owen Pughe ac eraill, Aberystwyth, 1993
- I Gadw Mamiaith mor Hen, Llandysul, 1995
- Per Denez, I arall Fyd, troet gant Rhisiart Hinks diwar En tu all d'an douar hag an neñv, Llanrwst, 1997
- Yr Iaith Lenyddol fel Bwch Dihangol yng Nghymru ac yn Llydaw/The Literary Language as a Scapegoat in Wales and in Brittany, Aberystwyth, 2000
- Kentelioù Brezhoneg Diazez/Cwrs Llydaweg Sylfaenol, Aberystwyth, 2001
- Geriadurig brezhoneg-kembraeg, Yoran Embanner
- Meur a bennad embannet e-barzh Al Lanv