Rita Morgan Williams
Rita Williams (Rita Morgan hec'h anv plac'h yaouank), zo ur Gembreadez hag a zo bet kelennerez Skol-veur war ar brezhoneg hag ar c'herneveureg betek mont war he leve.
BuhezAozañ
Dont a reas da Vreizh a-drugarez d'ur yalc'had studi pa oa yaouank. Tommañ a reas ouzh ar brezhoneg goude bezañ heuliet ur staj gant Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien.
E 1985 e kinnigas he zezenn doktorelezh war grafoù eus yezhadur ar c'hrennvrezhoneg.
Kelenn a reas e Skol-veur Dewi Sant, e Llanbedr Pont Steffan, etre 1966 ha 1971 ha goude e Skol-veur Aberystwyth.
Skrivet he deus studiadennoù ha levrioù, en o zouez geriadurioù (brezhoneg-kembraeg ha kembraeg-brezhoneg). Troidigezhioù diwar ar brezhoneg he deus graet ivez.
Dont a ra da Vreizh div wech ar bloaz pe ouzhpenn abaoe 37 vloaz.
Resevet he deus Kolier an Erminig e 1996 e Pont-'n-Abad.
LevrioùAozañ
GeriadurioùAozañ
- Geiriadur Bach Llydaweg-Cymraeg, Canolfan Astuaethau Cymreig a Cheltaidd, Aberystwyth, 1990.
- Geiriadur Cymraeg-Llydaweg – Geriadur Kembraeg-brezhoneg, Canolfan Astuaethau Cymreig a Cheltaidd, Aberystwyth, h.b.
TroidigezhioùAozañ
- Brezhoneg Buan hag Aes, doare kembraek, Skol-Veur Kembre, Kerdiz.
- Morforwyn (Mari Vorgan gant Roparz Hemon)
- Kaurentina, Brenhines ei Galon (Rouanez e Galon), Menyw Dda (Ur Vaouez Vat), gant Roparz Hemon, Storïau Tramor 2, ren. Bobi Jones, Gwasg Gomer, 1975