Brezhoneg Buan hag Aes

Brezhoneg Buan hag Aes eo anv an hentenn-deskiñ brezhoneg brudet-bras bet skrivet gant Per Denez hag embannet e 1972. Un toullad mat a dud o deus bet desket brezhoneg ganti etre 1972 ha 1995 dre vras.

Moarvat e oa an hentenn a veze implijet ar muiañ e fin ar bloavezhioù 70, e-pad ar bloavezhioù 80, hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 90, er c'hentelioù-noz hag e Skol-Veur Roazhon, ha gant Skol Ober. Dont a rae war-lerc'h hentenn Roparz Hemon a veze implijet evit ar peurunvan abaoe ar brezel, hag a oa bet savet er bloavezhioù 1930 hag embannet e KLT a-raok.

Levezon

kemmañ

Levezon vras pe brasoc'h he dije bet hentenn Per Denez war brezhoneg nevezvrezhonegerien dibenn ar c'hantved diwezhañ hervez tud zo. Ul levezon ha n'he deus ket plijet d'an holl, ha meur a zen (Mona Bozeg, J.C. Miossec, ...) o deus pismiget yezh ha levezon Brezhoneg Buan hag Aes, en un doare taer a-wezhioù. Met n'eus nemet Mona Bozeg a zo bet gouest da sevel un hentenn, a zo bet embannet gant Skol an Emsav e 1980.

Yezhoù all

kemmañ

Bet eo troet al levr e saozneg, e kembraeg, en alamaneg, en esperanteg hag e katalaneg.

Evel a c'hoarvez gant an holl hentennoù-deskiñ yezhoù un deiz bennak eo tremenet amzer honnezh. Tud zo ha ne welont nemet he sioù ken e-lec'h ar perzhioù mat a oa anatoc'h pa oa nevez-embann.