Goursez Kembre zo ur gevredigezh barzhed, skrivagnerien, sonerien ha tud all c’hoazh o deus graet traoù evit ar c’hembraeg hag evit mad an holl e Kembre. Pal an aozadur-se eo enoriñ an dud a ra traoù evit yezh ha sevenadur Kembre ha brudañ o oberennoù, kenkoulz ha derc’hel liammoù gant ar broioù keltiek all.

Arc’hdrouiz Goursez Kembre e 2011, Jim Parc Nest.

Krouet e oa bet ar C'hoursez e 1792 gant Iolo Morganwg. Dastumer skridoù kozh ha barzh e oa Iolo Morganwg. Gantañ e voe savet ar C'hoursez evit bodañ barzhed, skrivagnerien hag arzourien all eus Kembre, ha roet dezhi an anv kembraek Gorsedd Beirdd Ynys Prydain ("Goursez Barzhed Enez Preden"). Gant Iolo Morganwg ivez e oa bet ijinet lidoù ar C'hoursez, diazezet hervezañ war lidoù drouized an Henamzer. Adalek 1819 e oa bet liammet ar C’hoursez gantañ ouzh Eisteddfod vroadel Kembre, e Caerfyrddin er bloavezh-se. Goursez Barzhed Enez Vreizh e oa anvet gwechall, met Goursez Kembre eo anvet bremañ, abaoe 2019.

En Eisteddfod vroadel, a zalc’her bep bloaz, e vez aozet lidoù, gant ar C’hoursez, da enoriñ skrivagnerien gembraek. Ar C’hoursez eo a ro prizioù lennegel en Eisteddfod vroadel : ar gurunenn evit ur barzhoneg hep kenganez, ar vedalenn evit un oberenn e komz-plaen, ar gador evit ur barzhoneg e kenganez.

Tri rummad tud zo e-barzh ar C’hoursez :

  • Ovizien, o saeoù gwer
  • Barzhed, o saeoù glas
  • Drouized, o saeoù gwenn.

Abaoe 2012 e vez graet heñvel ouzh an tri rummad-se, an holl izili nevez a vez anvet drouized hiviziken, al livioù ne ziskouezont nemet war beseurt tachenn e labouront ha n’eus ket a urzhaz etrezo. Penn bras ar C’hoursez eo an arc’hdrouiz. Ur sae alaouret a vez gwisket gantañ ha dilennet e vez gant an drouized all evit ur respetad tri bloaz. Gantañ e vez renet al lidoù e-pad an Eisteddfod.

Liammoù diavaez

kemmañ