Llanrwst

kêr eus Kembre

Llanrwst (distaget [ɬanˈruːst] e kembraeg) zo ur gêr vihan hag ur gumuniezh e Sir Conwy, e hanternoz Kembre. Emañ war lez reter ar stêr Conwy, en draoñienn anvet Dyffryn Conwy.

Llanrwst
bourc'h
Anv ofisielLlanrwst, Llanrwst Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadLlanrwst Kemmañ
Kontelezh istorelDenbighshire Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°8′14″N 3°47′38″W Kemmañ
AotrouniezhLlanrwst Town Council Kemmañ
Statud gladelNational Monuments of Wales Kemmañ
Kod-postLL26 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.llanrwst.net/ Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySH800615 Kemmañ
Map
Llanrwst, gwelet eus koad Gwydyr

E 2011 e oa annezet gant 3 323 a dud ; 61% anezho a oa kembraegerien.

Kreskiñ a reas Llanrwst abalamour da genwerzh ar gloan er c’horn-bro ha brudet e oa mezher ar gêr. Gwechall ivez e oa anavezet an telennoù hag an horolajoù graet e Llanrwst. Hiziv en deus kemeret an touristerezh ur plas brazik e buhez kêr, dre m’emañ war e-harz Eryri. E Llanrwst eo diazezet Gwasg Carreg Gwalch, un ti-embann kembraek pouezus.

E-touez savadurioù heverkañ Llanrwst e c’haller menegiñ an iliz-parrez, gouestlet sant Crwst pe Grwst, m’emañ bez ar priñs Llywelyn Fawr (marvet e 1240) hag Y Bont Fawr (ar pont bras), savet e 1636 da dreuziñ ar stêr Conwy ha da vont da vaner Gwydir, savet e 1492.

Dre Llanrwst e tremen hent-houarn Dyffryn Conwy a gas eus Blaenau Ffestiniog er c’hreisteiz da Llandudno en hanternoz.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.