Eryri
- Gwelout ivez Park Broadel Eryri.
Eryri (saozneg: Snowdonia) eo an anv a reer e kembraeg eus bro ar menezioù uhelañ en hanternoz Kembre, en-dro d'ar Ouezva, ur vro gaer a'r c'haerañ. A-gozh e reer an anv eus menezieg Arfon, gant ar Ouezva (pe Wyddfa hervez ar c'hembraeg) evel lec'h kreiz, hag enni Glyderau, Carneddau, Crib Nantlle, Moel Hebog a Moel Siabod.
Abaoe eo bet savet Parc Cenedlaethol Eryri (Park Broadel Eryri), hag ennañ kornadoù e-maez Eryri gozh, efel Meirionnydd. A-gozh e oa bevennet Eryri er c'huzh-heol hag er c'hreisteiz gant an hent eus Caernarfon da Vaentwrog (dre Borthmadog), ha Betws y Coed er gevred ha Stêr Conwy er reter.
An anv
kemmañKred an dud eo e talv Eryri kement ha bro an erered, met prouet eo bet gant Ifor Williams e talv kement hag 'Uheldir'. 'Eryrod' eo liester ordinal ar ger 'eryr', ha n'anavezer ket a c'her 'eryri' evit "eryrod"(Disklaer). Daoust da se e teu eryr hag Eryri eus an hevelep gwrizienn(Disklaer).
Douaroniezh
kemmañKreiz Eryri eo lein ar Ouezva. En-dro dezhañ ez eus c'hwec'h keinad hir.
Istor ha sevenadur
kemmañArmerzh
kemmañPignat
kemmañKalz tud a deu da grapat menezioù Eryri. Da sevel gant ar Wyddfa ez eer peurliesañ dre Llwybr Pen-y-Gwryd, a gemerer e preti ar Gorffwysfa, Pen-y-pas, uheloc'h eget Bwlch Llanberis.
Notennoù
kemmañ
Gwelout ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (cy) (en) Aotrouniezh Parc Cenedlaethol Eryri
- (en) Kuzul ar Parkoù Broadel
- (en) (cy) An amzer war-eeun eus ar Wyddfa
- (cy) (en) Kevredigezh Eryri
Levrlennadur
kemmañ- H. C. Carr & G. A. Lister, The Mountains of Snowdonia (Crosby Lockwood, Llundain, 1925)
- W. M. Condry, The Snowdonia National Park (Collins, Llundain, 1966). Cyfres New Naturalist.
- Amory Lovins, Eryri, the Mountains of Longing (Llundain, 1972)
- F. J. North (gol.), Snowdonia (Llundain, 1949)
- Ioan Bowen Rees, Dringo Mynyddoedd Cymru (Llandybïe, 1965)
- Brinley Roberts, The geology of Snowdonia and Llŷn: an outline and field guide (1979)
- Geraint Roberts, The lakes of Eryri (Gwasg Carreg Gwalch, Llanrwst, 1995). ISBN 0-863811-338-0
- Dewi Tomos, Eryri (Cyfres broydd Cymru 16, Gwasg Carreg Gwalch, Llanrwst, 1995) ISBN 086381994x