Ar Ouezva[1] (Yr Wyddfa e kembraeg) eo menez uhelañ Kembre, 1 085m dezhañ. N'eus ket uheloc'h egetañ e Breizh-Veur er c'hreisteiz da Uheldirioù Bro-Skos. Emañ en hanternoz Kembre, e Gwynedd, en ur c'hornad anvet Eryri.

Ar Ouezva ha Llyn Llydaw

Mont warnañ a c'haller pe war droad, pe gant un tren bihan, adalek Llanberis. Pa vezer erru e beg ar menez e kaver bod en ur c'hafedi eno.

Lennoù zo tro-war-dro, hag en o zouez Llyn Llydaw.

Diwar-benn ur c'hemmadur

kemmañ

Pa lavarer ar Ouezva e reer ar blotadur evel e kembraeg[2], met e brezhoneg eo gourel ar gerioù a echu gant an dibenn -va. Gwelout: Jener an dibennoù-gerioù e brezhoneg"

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Vallée, p. 695a
  2. Geiriadur Prifysgol Cymru, pennad Gwyddfa