Ifor Williams
Ifor Williams (16 Ebrel 1881 – 4 Du 1965) zo unan eus al lenneien bouezusañ e Kembre, war dachenn ar studioù kembraek ha keltiek, en XXvet kantved. Plediñ a rae dreist-holl gant al lennegezh kembraek koshañ, hini ar C'hentvarzhed. Embann a reas meur a skrid a bouez, evel oberennoù Aneurin ha Taliesin ha Pedair Cainc y Mabinogi. A-hed e vuhez e kelennas kembraeg e skol-veur Bangor, nepell diouzh al lec'h ma oa ganet.
E vuhez
kemmañGanet e voe e Pendinas, e kêriadenn Tregarth, nepell diouzh Bangor, mab d'un mengleuzier, John Williams, ha d'e wreg Jane. Studioù a reas e skol-veur Bangor, ma studias henc'hresianeg ha kembraeg, ha ma voe o kelenn goude, betek 1947, pa'z eas e retred. Da gentañ e voe adkelenner dindan John Morris-Jones, ha goude e voe anvet en ur gador kelenner e 1920, ha kemer penn kevrenn ar c'hembraeg goude marv Morris-Jones e 1929.
E labour
kemmañE dachenn labour bennañ e oa ar varzhoniezh kembraek koshañ. Embann a reas testennoù a bouez evel Canu Llywarch Hen (1935), Canu Aneirin (1938), Armes Prydein (1955) ha Canu Taliesin (1960).
Labourat a reas ivez war dachenn lennegezh kembraek ar Grennamzer. Embann a reas skridoù evel Breuddwyd Macsen, Lludd a Llefelys (1910), Chwedlau Odo ha Pedeir Keinc y Mabinogi, pe c'hoazh barzhonegoù Dafydd ap Gwilym. E embannadur eus ar Mabinogi eo an hini a implijer hiziv c'hoazh.
Skridaozer ar gelaouenn Y Traethodydd e voe ivez eus 1939 betek 1964 ha skridaozer Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd eus 1937 betek 1948.
Unan eus an traoù all a blije da Ifor Williams e oa al lec'hanvioù kembraek hag ul levr a bouez a voe embannet gantañ diwar o fenn e 1945 (Enwau Lleoedd). Embann a reas ivez Meddwn I (1946), un dastumad eus prezegennoù graet gantañ er skingomz diwar-benn traoù diseurt. Al levr I Ddifyrru'r Amser (1959) zo ul levr eñvorennoù eus e vugaleaj hag e yaouankiz.
Levrlennadur
kemmañ- Sir Ifor Williams: A Bibliography, gant Alun Eirug Davies (Studia Celtica IV) (ur roll klok eus e skridoù)
- Mynegai i weithiau Ifor Williams, gant Thomas Parry (Kerdiz, 1939).