John Morris-Jones (17 Here 1864 – 16 Ebrel 1929) a oa ur skolveuriad, yezhadurour ha barzh kembraek.

John Morris-Jones (war-dro 1885)

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe John Morris Jones e kêriadenn vihan Trefor, en Enez Mon. Mont a reas ar familh da vevañ da Llanfairpwllgwyngyll. Goude bezañ bet war ar studi e Bangor hag en Aberhonddu, e c'hounezas ur yalc'had da vont da Skolaj Jezuz, en Oxford, da studiañ matematik. Eno e plijas dezhañ studiañ al lennegezh kembraek, hag asambles gant studierien all e savas ar "Gevredigezh Dafydd ap Gwilym" (Cymdeithas Dafydd ap Gwilym) e 1880. Kenderc'hel a reas da studiañ kembraeg en Oxford, gant an aotrou kelenner John Rhŷs.

Anvet e voe Morris-Jones d'ober skol gembraeg e skolaj skol-veur Hanternoz Kembre, e Bangor, e 1888, hag e 1895 e voe anvet da gelenner e Rann ar C'hembraeg, nevez-savet. E-touez e studierien e oa Ifor Williams. Dimeziñ a reas gant Mary Hughes e 1897, ha peder merc'h o devoe. Anvet e voe da varc'heg e 1918, ha diwar neuze e reas gant an anv "Sir John Morris-Jones". Mervel a reas e 1929 ha beziet e voe e Llanfairpwllgwyngyll.

E labour

kemmañ

Labourat a reas da reiñ ur stumm unvanoc'h, standartoc'h d'ar yezhadur kembraek ha d'ar reizhskrivadur. Embann a reas Welsh Orthography (1893) hag A Welsh Grammar, Historical and Comparative: phonology and accidence (1913), levrioù hag voe degemeret mat e Kembre hag a sikouras uhelaat statud ar c'hembraeg er vro. Gantañ e voe savet ha renet ar gelaouenn lennegel Y Beirniad, embannet etre 1911 ha 1919.

Asambles gant John Rhŷs e adembannas levrioù kembraek klasel, evel Llyfr yr Ancr (1894) ha dreist-holl Gweledigaethau'r Bardd Cwsg gant Ellis Wynne.

Ne voe embannet nemet un dastumad barzhonegoù gantañ, Caniadau (1907), met bras e voe e vrud en e amzer. E-touez barzhonegoù brudetañ an dastumad-se emañ Cân i Famon, Cymru Fu: Cymru Fydd ha troidigezhioù diwar barzhonegoù e yezhoù all, gant Heinrich Heine hag Omar C'hayyam.

Oberennoù

kemmañ
  • Welsh Orthography (1893)
  • Caniadau (1907)
  • A Welsh Grammar, Historical and Comparative (Oxford, 1913)
  • Taliesin (1918), e levrenn XXVIII ar gelaouenn Y Cymmrodor.
  • Cerdd Dafod, sef Celfyddyd Barddoniaeth Gymraeg (1925)
  • Orgraff yr Iaith Gymraeg (1928)
  • Welsh Syntax (1931)