Hunvre Macsen, pe Breuddwyd Macsen pe Breuddwyd Macsen Wledig e kembraeg (pe Breudwyt Maxen (Wledic) hervez ar c'hrenngembraeg), zo unan eus an danevelloù a gaver er Mabinogi, kontadennoù skrivet e krenngembraeg en XIIvet kantved, ha kaoz enne eus Macsen Wledig, an impalaer.

Kavet eo bet stumm koshañ an danevell en un dornskrid anvet Llyfr Gwyn Rhydderch, met un doare nevesoc'h zo en Llyfr Coch Hergest. En abeg d'ar vrogarantez ouzh Arfon hag a zo diskouezet splann gant an daneveller e c'haller lavarout, hep aon da faziañ, e oa un den genidik eus Rouantelezh Gwynedd.

An danevell

kemmañ

Div rann zo en danevell:

  • en hini gentañ emañ istor hunvre Macsen, hag ar pezh dremenas goude,
  • en eil rann ha n'eo ket ken plijus e-keñver lennegezh, ez eus meur a dra diwar-benn Macsen, e wreg Elen, hag ar Vrezhoned, mesk-ha-mesk.

Kregiñ a ra an danevell gant Macsen Wledig, impalaer e Roma, o vont da chaseal gant daou roue ha tregont a rouaned kurunennet, tud dindanañ, d'un draoñienn nepell diouzh kêr. Met c'hoant da chaseal n'en deus ket ha mont a ra d'ur c'hornig sioul da ober ur pennad kousk goude kreisteiz. ...Ha hunvreal a ra. Emañ o veajiñ, dreist an Alpoù, o treuziñ Galia, o treizhañ Mor Breizh, betek Enez Vreizh.

En-dro d'ar skrid

kemmañ

Skolveuridi zo a gred e oa an Elen-se o ren en Enez Vreizh hag e oa un doueez kelt.(Daveoù a vank)

Mesk zo en danevell etre div blac'h disheñvel, da lavarout eo Elen Luyddog hag Elen ferch Eudaf.

Hunvreoù

kemmañ

Un doare lennegezh e oa an hunvreoù e meur a sevenadur, ha gant ar Gelted ivez.

Levrlennadur

kemmañ
  • Ifor Williams (ren.), Breuddwyd Maxen (Bangor, 1920)
  • Ar skrid orin en doare-skrivañ orin e daou zastumad J. Gwenogvryn Evans:
  • The Text of the Mabinogion... from the Red Book of Hergest (Rhydychen, 1887)
  • The White Book Mabinogion (Pwllheli, 1907; adembannet gant R. M. Jones, Llyfr Gwyn Rhydderch, Gwasg Prifysgol Cymru, 1973)

Diwar-benn ar skrid

kemmañ
  • Rhiannon a Dafydd Ifans, Y Mabinogion (1980). E kembraeg a vremañ
  • Rachel Bromwich, 'Dwy Chwedl a Thair Rhamant', en Y Traddodiad Rhyddiaith yn yr Oesau Canol, Geraint Bowen ren. (Gwasg Gomer, 1974)
  • Gwynfor Evans, Macsen Wledig a Geni'r Genedl Gymreig (Abertawe, h.b.= 1983)

Pennadoù kar

kemmañ