Magnus Clemens Maximus

(Adkaset eus Macsen Wledig)

Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximus, pe Maximianus, pe Macsen Wledig e kembraeg, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman en Enez Vreizh hag a voe anvet da impalaer.

Magnus Clemens Maximus
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv ganedigezhFlavius Magnus Maximus Kemmañ
Praenomentalvoud dianav Kemmañ
Nomentalvoud dianav Kemmañ
CognomenMagnus, Maximus Kemmañ
Deiziad ganedigezh335 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHispania Kemmañ
Deiziad ar marv27 Eos 388, 28 Eos 388 Kemmañ
Lec'h ar marvAquileia Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
PriedElen Luyddog Kemmañ
FamilhTierniezh Teodosius Kemmañ
Genstalvoud dianav Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargimpalaer roman, senedour roman, konsul Kemmañ
Present in workHistoria Regum Britanniae Kemmañ
PrantadLow Roman Empire, late antiquity Kemmañ
Magnus Clemens Maximus
Magnus Maximus.

Lakaet e oa bet da impalaer en Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù, eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius I.



E vuhez

kemmañ

Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.

Kaset e oa bet da Vreizh-Veur gant an arme roman, er bloavezh 367-368, dindan ar c'hont Flavius Theodosius (anvet ivez Teodosius an Henañ gant an istorourien), war urzh an impalaer Valentinian Iañ, a oa staliet en Amiens d'ar c'houlz-se.

En Enez Vreizh

kemmañ

Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), a zo Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas d'ur Vrezhonez anvet Elena, e Seguntium (Caernarfon), hag a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet Octavius.

Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en doa bet gant Elena, hag anvet e voe da aogustus (titl), pe kenimpalaer, gant e dad, e 387, hag eñ bugel c'hoazh.

Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh er roue brezhon Caradocus.

E Galia

kemmañ

Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Dilestrañ e reas er genoù ar Somme (Saint-Valery = Leuconos; Abbeville = Talentia). Trec'h e oa da gentañ war Himbaldus, ur Frank kevredet. Trec'h e oa goude war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, hemañ tapet ha lazhet gant Andragatius, magister equitum / penn dragon Maksim e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.

Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius I d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia. En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.

Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.

Tri impalaer a oa neuze:

Aet e oa Maximus da vrezeliañ ouzh Valentinian II, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a z'eas da repuiñ da-gichen Teodosius I, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.

Daou enebour

kemmañ

Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian da stourmañ a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.

Trec'het e voe Maximus en emgann ar Sava, a-hed ar stêr Sava, adstêr d'an Danav, nepell diouzh Emona[1]. Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia [2], hag e vreur Marcellinus e Poetovio [3].

Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388, gant kalz eus e soudarded all. Teodosius a lakaas diskouez penn Maximus e meur a rannvro, hag e Kartada. Andragathius, magister equitum (Penn-dragon) Maximus, a gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h (daveoù !) a voe lezet e buhez.

E vab Victor, oadet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast e fin ar bloavezh-hont.

E-touez e ziskennidi e oa Olybrius, impalaer e 472, meur a gonsul hag a eskob evel Saint Magnus Felix Ennodius, eskob Pavia (514-21).(daveoù !)

Mojennoù

kemmañ

Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet diwar vojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vrezhoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.

Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Huñvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon hiziv).

Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman hag hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.

Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383

kemmañ

O tont diouzh petore porzh eus Breizh-Veur e oa arme Maksim ? N'ez eus anv bet dioutañ.

Etrezek pelec'h ?

- "... genou ar Rhin", hervez Zosismus, o skrivañ 25-30 bloaz war lec'h Maksim;

- "... da gentañ etrezek rouantelezh an Armorici, anavezet bremañ Breizh(Vihan)", hervez Jafrez Menoe, o skrivañ war dro 750 bloaz war lec'h Maksim;

Darn vrasañ eus an istorourien, en o zouez Léon Fleuriot (p. 119), a zo a-du gant Zosismus, met hep gouzout pelec'h en em gav Portus Calvosus, ha perak Maksim a vije diskennet eus genou ar Rhin da Baris a-raok mont da Augusta Treverorum (Trier).

En tu all, istorourien vrezhon an XIXvet kantved a zo aet war-eeun a-du gant Jafrez Menoe, o welout un dilestradeg war-dro Plougernev, pe c'hoazh war-dro Konk-Leon, o soñjal et Tolente, Portus Salliocanus, hag o soñjal ivez e vije bet Maksim barrek da aloubiñ Roazhon war an taol, an anv kêr Redoni, Redonum, kavet e testenn Jafrez. Evel-se, evito, Breizh a-vremañ a zo ar memes hini bet krouet gant Maksim e 383.

Goude se, istorourien vrezhon fin an XXvet kantved, o welout ne c'hallent displegañ seurt ebet war an afer-se, n'hag war anvioù lec'hioù, n'hag war anvioù tud, evel hini Himbaldus, roue ar Vranked o herzel d'an dilestradeg, o deus sellet ne oa ket holl se nemet ur vojenn.

Ur respont a zo koulskoude. Houmañ e vez kavet drek anv keltiek Mor-Breizh : Mori-Ikt-ios, hag er pezh en eus lavaret Strabo diwar genou ar Rhin :

IV.3.3 : "An daou stêr se (Rhin, Saena) a red eus ar c'hreisteiz war zu an hanternoz. Dirak o genouioù en em gav Breizh, hag a zo tost awalc'h diouzh hini ar Rhin evit ma vez gallet gwelout Cantium, beg reter an enezenn, mes un tamm pelloc'h eus hini ar Saena. An doue Kezar en devoa e chanter listri enno pa-z e dremenas e Breizh."

            IV.5.1 : "... pa'z eer diouzh bro ar Rhin (evit mont da Vreizh), ne gemeer ket ar mor rik er genou ar stêr, mes er bro ar Vorini, amezeien ar Venapii, e Itium, ar porzh e lec'h Kezar en devoa bodet e listri raok mont da dagañ an enezenn. Savet an eor en noz, e zigouezas war aod an tu all an deiz war lec'h d'ar beure, d'ar pedervet eur goude un dreuzadenn a 320 stad."           

Itium, Portus Itius, a zo anavezet gant an istorourien kement ha Gesoriacum / Bononia = Boulogne-sur-Mer, hag en em gav ivez, neuze, war aod Mori-Ikt-ios.

            An anvioù bet klasket e Breizh, pe kaset d'ar vojenn, en em gav kazimant tout er genoù ar Samara / Somme :

            - Saint-Valery-sur-Somme, raok Leuconaus, Lieuconos, klasket e Porzh Liogan, e Konk Leon,

            - Tolente : pont de la Talance, en Abbeville, klasket e Plougernev,

            - Portus Calvosus : Caubert, en Abbeville, kavet neblec'h,

            - Himbaldus : kavet e Château Hubault, hag un palez bras gallo-roman (arkeologouriezh), e Le Vieux-Rouen-sur-Bresle,

            - R°t°n- (Redonum, Redoni) : Le Vieux-Rouen-sur-Bresle, war un hent roman eus Le Tréport ha Saint-Valery-sur-Somme da Baris.

E Kembre

kemmañ

E Breuddwyd Macsen Wledig, e timezas Macsen da Elen Luyddog, merc'h da Eudaf eus tolead Segontium, caer roman e-kichen Caernarfon, ha kred zo e oa gwir ar vojenn.

Mibion da Vacsen hag Elen e vije bet Sant Peblig hag Owain fab Macsen Wledig.

Anv zo eu Macsen gant Dafydd Iwan en e ganaouenn 'Yma o Hyd'.


Levrlennadur

kemmañ
  • Pacatus : Meulbrezegenn an impalaer Theodosius Iañ.
  • Sulpitius Severus : Kenbrezeg war sant Marzhin.

-e galleg:

  • Pitre-Chevalier : La Bretagne ancienne et moderne. Coquebert. Paris. 1844. Adembannet gant Les Editions du Choletais. 1989.
  • Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain. Penguin Books. 1966
  • Gwenaël Leduc et Claude Sterckx : Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc (fin XIVè siècle), éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003 - BN 8899. Imprimerie Simon. Rennes. 1972
  • Léon Fleuriot : Les origines de la Bretagne. L'émigration. Payot. 1982
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 26 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Edition Errance. 1994
  • François Paschoud : Zosime. Histoire nouvelle. Tome II. 2è partie (Livre IV). Les Belles Lettres. Paris 1979. E gresianeg hag e galleg.
  • François Lasserre : Strabon. Géographie. Tome II (Livres III et IV). Les Belles Lettres. Paris. 1966. E gresianeg hag e galleg.

-e kembraeg:

  • Gwynfor Evans, Macsen Wledig a Geni'r Genedl Gymreig (Abertawe, d.d.= 1983)

Pennadoù kar

kemmañ
  1. Hirie ː Ljubljana, e Bro-Slovenia (en allamaneg : Laibach).
  2. Hirie ː Sisak , e Bro-Kroatia
  3. Hirie ː Ptuj (Germaneg: Pettau; Latin: Poetovium/Poetovio) e Bro-Slovenia