Dafydd Iwan Jones, ganet d'ar 24 a viz Eost 1943, zo ur c'haner hag ur politikour kembreat. Unan eus kanerien brudetañ Kembre eo, ha kemeret en deus perzh en e yaouankiz er stourm evit ar yezh, ha bet en toull-bac'h.

Dafydd Iwan e 2015
War al leurenn en Aberdâr

Prezidant Plaid Cymru, strollad broadel Kembre eo bet etre 2003 ha 2006.

Ganet e oa e Brynaman e Sir Gaerfyrddin, ha tremen a reas e yaouankiz e Bala e Sir Feirionnydd a-raok mont da skol-veur Kerdiz da studiañ an disavouriezh. Brud vras zo deuet dezhañ evel aozer kanaouennoù ha kaner kembraek.

Ar c'haner

Da gentañ ne reas nemet lakaat e kembraeg kanaouennoù amerikan ar ganerien "engouestlet", evel Woody Guthrie, Pete Seeger, ha Bob Dylan.
Pelloc'h e skrivas e ganaouennoù e-unan penn-da-benn, kalz anezho troet war-du ar stourm evit ar yezh, ha lod anezho skrivet en un doare goapaus. An hini brudetañ e chomo Carlo ("Charlie"), skrivet evit kurunidigezh ar priñs Charlez evel Priñs Kembre e 1969. "Carlo" zo un anv a vez roet d'ur c'hi-deñved e Kembre.

Perzh a gemeras er strollad Plaid Cymru hag e Cymdeithas yr Iaith ("Kevredigezh ar Yezh"), ha bet eo bet lakaet en toull-bac'h evit ar yezh e 1970, ur chomadenn hag a zo eñvoret en e ganaouenn Pam fod eira'n wyn? ("Petra zo kaoz ec'h eo gwenn an erc'h ?").

Er bloavezhioù 1970 en deus skrivet diwar-benn Chile Pinochet ha Victor Jara, ar stourm evit Parlamant Kembre, Brezel Viêt Nam pe hini Norzhiwerzhon.

Abaoe en deus kanet Lazhadeg Tiananmen (1989), brezel Koweit (1990), met a-dra-sur eo Yma o Hyd ("Amañ atav") e bennoberenn, bet skrivet e 1981 ha troet d'un eil kan broadel.

E 1982 ha 1983 e labouras Dafydd Iwan gant sonerien Ar Log ; ganto e reas un droiad vras ha pladennoù nevez ; e 1983 e voe embannet o fladenn Yma o Hyd e ti Sain Recordiau Cyf e Caernarfon, a voe savet gantañ ha gant Huw Jones.

War-dro ar bloavezh 2000 eo paouezet da ganañ evel a-raok (nemet ur wech an amzer amañ pe ahont, evit Plaid Cymru), d'ar mare ma oa tizhet ar stourm evit Parlamant Kembre.

Kargoù

Gant Dafydd Iwan Jones e voe savet Cymdeithas Tai Gwynedd, un embregerezh sevel tier evit tud ar vro, re baour da brenañ tier kozh prenet gant Saozon.

Kuzulier eo evit Plaid Cymru e kontelezh Gwynedd.

Ezel eo eus Gorsedd Barzhed Kembre abaoe Eisteddfod Bangor e 1971.

Etre 2003 ha 2006 eo bet Prezidant Plaid Cymru.

Pladennoù

kemmañ
 
Golo ar bladenn Cana dy gân
  • Yma Mae 'Nghân (1972)
  • Mae'r Darnau yn Disgyn i'w Lle (1976)
  • Carlo a Chaneuon Eraill (1977)
  • 20 o Ganeuon Gorau
  • I'r Gad (1977)
  • Bod yn Rhydd (1979)
  • Ar Dan (Live) (1981)
  • Rhwng Hwyl a Thaith (gant Ar Log) (1982)
  • Yma o Hyd (gant Ar Log) (1983)
  • Gwinllan a Roddwyd (1986)
  • Dal I Gredu (1991)
  • Caneuon Gwerin (1994)
  • Cân Celt (1995)
  • Y Caneuon Cynnar (Early recordings) (1998)
  • Yn Fyw Cyfrol 1 (Live album) (2001)
  • Yn Fyw Cyfrol 2 (Live Album) (2002)
  • Goreuon Dafydd Iwan (2006)
  • Man Gwyn (2007)
  • Dos I ganu (2009)
  • Cana Dy Gân (2012)
  • Emynau/Hymns (2015)

Levrlennadur

kemmañ
  • (cy) Manon Rhys : Dafydd Iwan, Gwasg Gwynedd, Caernarfon, 1981
  • (cy) (en) Llion Iwan : Dafydd Iwan : bywyd mewn lluniau : a life in pictures, Gomer Press, 2005 (ISBN 978-1-84323-488-3)
  • (en) E. Wyn James : Painting the World Green: Dafydd Iwan and the Welsh Protest Ballad, e Folk Music Journal, 8:5 (2005), pp. 594-618.
  • (en) C. Fowler : Representations of nationalism in the music of Dafydd Iwan, e Folklore and Identity, Celtic Folk Studies Conference, Cardiff University School of Welsh, 22 July 2005.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.