Gant at ger Aberdare e tegouezher amañ.

Aberdâr (Aberdare e saozneg) zo ur gêr eus su Kembre, e Traoñienn Cynon, e kontelezh Morgannwg gwechall, e tolead melestradurel Rhondda Cynon Taf bremañ. E 2001 e oa annezet gant 31 705 a dud.

Aberdâr

Emañ Aberdâr er mervent da Ferthyr Tudful, war-dro 30 km en norzh da Gêrdiz, war lez ar stêr Cynon.

E deroù an XIXvet kantved ne oa Aberdâr nemet ur gêr vihan war ar maez. Kreskiñ a reas kalz abalamour da c’hreanterezh nevez ar glaou hag an houarn er vro. Tremen a reas poblañs Aberdâr eus 1 486 den e 1801 da 36 112 e 1871. Daoust ma n’eo ket ken pouezus labour ar mengleuzioù bremañ e chom ur gêr c’hreantel en hon amzer.

Dont a ra an anv Aberdâr eus an elfennoù "aber" a dalvez alies kement ha kember en anvioù-lec’h kembraek, ha "dâr", anv un adstêr d’ar stêr Cynon, hag a zo kar d’ar ger derv moarvat.

Ur gêr savet e New South Wales, en Aostralia, zo bet anvet Aberdare ivez, ha mengleuzioù glaou zo enni.

Tud brudet

kemmañ

Kêrioù gevellet

kemmañ

Gevellet eo Aberdâr gant :


Patrom:Rhondda Cynon Taf