Norzhiwerzhon, pe Iwerzhon an Hanternoz pe Hanternoz Iwerzhon (Northern Ireland e saozneg, Tuaisceart Éireann en iwerzhoneg, Norlin Airlann e skoteg Ulaidh) a zo unan eus peder c'hevanenn Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a-gevret gant Bro-Saoz, Skos ha Kembre. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz Iwerzhon a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e 1920 da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav c'hontelezh Ulaidh a ya d'hec'h ober, ha Béal Feirste eo he c'hêr-benn. 1 810 863 a dud a oa o chom enni er bloaz 2011 dindan (14 139 km²).

Norzhiwerzhon
constituent country of the United Kingdom
Rann eusIwerzhon Kemmañ
Deiziad krouiñ8 Mae 1921 Kemmañ
Anv ofisielNorthern Ireland, Tuaisceart Éireann, Northren Ireland Kemmañ
Anv er yezh a orinNorthern Ireland, Tuaisceart Éireann Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg, iwerzhoneg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kêr-bennBéal Feirste Kemmañ
E tiriadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00, Europe/Belfast, UTC+01:00 Kemmañ
Lec'hiadurIwerzhon Kemmañ
Territory overlapsCúige Uladh Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°36′27″N 6°41′33″W Kemmañ
Poent uhelañSliabh Dónairt Kemmañ
Renad politikelMonarkiezh vonreizhel, parliamentary monarchy Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantFirst Minister of Northern Ireland Kemmañ
Korf melestradurelNorthern Ireland Executive Kemmañ
Korf lezenniñNorthern Ireland Assembly Kemmañ
Moneizlur sterling Kemmañ
A zo stok ouzhIwerzhon Kemmañ
Erlec'hiañ a raIreland Kemmañ
Yezh implijetShelta Kemmañ
Has seal, badge, or sigilGreat Seal of Northern Ireland Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Northern Ireland Kemmañ
Istorhistory of Northern Ireland Kemmañ
Sant paeronPadrig Kemmañ
Rummad tostCategory:Northern Ireland-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Northern Ireland Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Northern Ireland Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+35348, +4428 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Northern Ireland Kemmañ
Map
Norzhiwerzhon e framm ar Rouantelezh-Unanet

Keodelezh ha broadelezh

kemmañ

E niveradeg 2011 e oa goulennet broadelezh pep hini evel-henn[1]:

 
Kartenn ar vroadelezh pennañ disklêriet hervez niveradeg 2011 (gwer: Iwerzhonad; ruz: Breizhveuriad; glas: Norzhiwerzhonad).
Broadelezh disklêriet En holl Relijion
Katolik Protestant ha kristenien all Relijionoù all Relijion ebet
Breizhveuriad 48.4% 12.9% 81.6% 50.1% 55.9%
Iwerzhonad 28.4% 57.2% 3.9% 12.4% 14.0%
Norzhiwerzhonad 29.4% 30.7% 26.9% 18.0% 35.2%
Kembread, Saoz pe Skosad 1.6% 0.8% 1.5% 2.9% 5.2%
Reoù all 3.4% 4.4% 1.0% 29.1% 7.1%

Gwelet a reer eta n'eo ket liammet strizh ar relijion gant ar vroadelezh disklêriet, pa'z eus tost da 14% eus ar gatoliked hag a lavar ez int Breizhveuriz, hag ez eus 4% eus ar brotestanted hag a lavar ez int Iwerzhoniz.


Bodadeg Norzhiwerzhon

kemmañ

D'ar 7 a viz Meurzh 2007 e oa bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:

D'ar 5 a viz Mae 2011 e oa bet dalc'het dilennadegoù nevez. Sed an disoc'hoù:

Da heul ar votadeg-se e voe addilennet Peter Robinson da gentañ ministr Norzhiwerzhon, ha Martin McGuinness da veskentañ ministr. Er bloavezhioù war-lerc'h ez eus aet kuit 2 gannad eus UUP (unan a zo lakaet da zizalc'h hag egile er strolladig NI21), unan all a zo bet taolet er-maez eus UUP hag aet eo er strollad UKIP.

D'an 2 a viz Meurzh 2017 e oa bet un dilennadeg all, goude ma oa bet roet e zilez gant Martin McGuinness, ar beskentañ ministr d'an 9 a viz Genver. Setu amañ an disoc'hoù :

Kontelezhioù Norzhiwerzhon

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ