Martin McGuinness
James Martin Pacelli McGuinness (iwerzhoneg: Máirtín Mag Aonghusa), ganet e Doire d'an 23 a viz Mae 1950 ha marvet d'an 21 a viz Meurzh 2017, a zo ur politikour iwerzhonat ezel eus ar Sinn Féin. Ezel e oa bet eus an IRA. Dilennet eo bet da ezel eus Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, met evel holl zilennidi e strollad ne gemer ket perzh er vodadeg-se. Ezel eo ivez eus Bodadeg Norzhiwerzhon. Da-heul emglevioù Gwener-ar-Groaz eo deuet da vezañ eil kentañ ministr Norzhiwerzhon. Bet eo war ar renk ivez evit dont da vezañ prezidant Republik Iwerzhon e 2011 m’eo erruet da drede.