Sinn Féin
Sinn Féin (distagadur: [ʃiːɲ fʲeːnʲ/] en iwerzhoneg) a zo ur strollad politikel broadelour ha republikan, gant ul linenn bolitikel kreñv a-gleiz, hag a zo diazezet koulz e Republik Iwerzhon hag e Norzhiwerzhon. Kement ha Ni hon-unan e talvez an anv. Prezidant ar strollad eo Gerry Adams. 14 sez (diwar 166) en deus en Dáil Éireann (kambr kannaded ar Republik e Dulenn), war-lerc'h votadeg 2011, ha 29 sez (diwar 108) e Bodadeg Norzhiwerzhon (war-lerc'h votadeg 2011). Pemp sez (diwar 650 en holl, ha 18 evit Norzhiwerzhon) en deus ivez e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, war-lerc'h votadeg 2010, met ne gemeront ket perzh er Parlamant-se, ha 4 e Parlamant Europa (3 en anv ar Republik hag 1 en anv Norzhiwerzhon), war-lerc'h votadeg 2014. Ar strollad broadelour pennañ eo e Norzhiwerzhon (tost da 27% eus ar mouezhioù en holl e votadegoù 2011).