Mary Lou McDonald

Mary Louise McDonald, ganet d'ar 1añ a viz Mae 1969, zo ur bolitikourez iwerzhonat ezel eus Sinn Féin. E penn ar strollad emañ abaoe miz C'hwevrer 2018. Bez eo un Teachta Dála (TD, ezel eus Dáil Éireann) abaoe 2011. Bez e oa bet ivez ezel eus ar parlamant europat (MEP) en anv Dulenn etre 2004 ha 2009, ha besprezidantez Sinn Féin dindan Gerry Adams etre 2009 ha 2018.

Mary Lou McDonald
Martin McGuinness, Michelle O'Neill, Mary Lou McDonald ha Gerry Adams e 2017

D'an 10 a viz C'hwevrer 2018 e kemeras kador Adams goude un ardfheis (kendalc'h) dreistordinal.

Buhez er strollad ha TabutoùAozañ

Bez eo bet en Ard Chomhairle (kuzul meur) Sinn Féin abaoe 2001. Tizhet he devoa ar renk a vesbrezidantez o kemer kador Pat Doherty goude Ardfheis an 22 a viz C'hwevrer 2009.

E miz Gwengolo 2003 e voe kavet abeg enni pa voe komzet ganti e-pad ur vanifestadeg e Dulenn da enoriñ Seán Russell, ur penn eus an IRA en doa bet liammoù gant an Trede Reich.

E miz Even 2009, McDonald a voe taget dre ma veze gwerzhet dafar da enoriñ an IRA en he burev.

E miz Kerzu 2015, McDonald a roe harp da Thomas "Slab" Murphy, diskrivet evel ur "republikan mat" padal e oa 9 klemm a fuadur arc'hant war e chouk. Barnet e oa bet gant ul lez-varn ispisial dre ma oa bet skoet betek ar marv an den diwezhañ a oa bet test en ur prosez a-enep dezhañ e 1999. Ne oa ket deuet a-benn da adpakañ gerioù Gerry Adams a rae eus Thomas Murphy ur "good republican". AR BBC dre un teulfilm enklask a lakae war-raok an den evel ur "mass murderer".