1añ Mae
deiziad
(Adkaset eus 1añ a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1328 : fin Brezel dieubidigezh Bro-Skos : dre feur-emglev Dinedin-Northampton ec'h anavez Bro-Saoz dizalc'hiezh Skos.
- 1707 : gant al Lezenn Unanidigezh eo liammet Bro-Saoz ha Bro-Skos evit mont d’ober Rouantelezh Breizh-Veur.
- 1753 : embannadur Species Plantarum gant Carl von Linné.
- 1789 : kentañ niverenn ar c'hannadig Etats généraux, correspondance de Bretagne, embannet gant René Vatar e Roazhon.
- 1863 : Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Emgann Chancellorsville a zeraou.
- 1872 : enaouet evit ar wech kentañ tour-tan ar Vein Zu, de-maez da Veg Lokmazhe.
- 1886 : harz-labour bras er Stadoù Unanet evit labourat eizh eurvezh bemdez. E koun an devezhiad harz-labour-se e vez lidet Devezh al labourerien hiziv e kalz broioù.
- 1930 : badezet eo ar blanedenn Ploudon.
- 1944: manifestadegoù enep-nazi e Kerne: Ar Faoued, Lannejenn ha Sant-Nikolaz-ar-Pelem ; hag e Treger: Bear.
- 1948 : savidigezh Republik Demokratel Pobl Korea (Norzh Korea), gant Kim Il-sung da brezidant.
- 1984 : krouidigezh ar Sindicatu di i Travagliadori Corsi, sindikad labourerien Korsika
- 2004 : Kiprenez, ar Republik Tchek, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Slovakia ha Slovenia degemeret en Unaniezh Europa.
Sportoù
kemmañ- 1904 : kentañ krogad skipailh Bro-C'hall ar vell-droad, ouzh hini Belgia (3-3) e Brusel.
- 2005 : plantet e gentañ pal ofisiel gant ar velldroadour arc'hantinat Lionel Messi o c'hoari gant Futbol Club Barcelona ouzh Albacete Balompié.
- 2012 : aet Tro Breizh war varc'h-houarn 2012 gant ar reder suafrikan Reinardt Janse van Rensburg.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1830 : Guido Gezelle, skrivagner flandrezat.
- 1878 : Gwilhoù Sezneg.
- 1899 : Jakez Riou, skrivagner brezhonek.
- 1917 : Danielle Darrieux, aktourez c'hall.
- 1936 : Étienne Becker, rener ar skeudenniñ gall.
- 1954 : Fred Chichin, kaner-sonaozer ha soner gall.
Marvioù
kemmañ- 1731 : Johann Ludwig Bach, sonaozer alaman.
- 1869 : Frédéric Cailliaud, skiantour hag ergerzher genidik eus Naoned.
- 1873 : David Livingstone, misioner hag ergerzher skosat.
- 1904 : Antonín Dvořák, sonaozer tchek.
- 1935 : Henri Pélissier, reder war varc'h-houarn gall, gounideg 17vet Tro Bro-C'hall e 1923.
- 1945 : Joseph Goebbels, politikour nazi alaman e-karg eus maodiernoù deskadurezh ar bobl, hag eus hini ar propaganda e-pad ar renad nazi (1933-1945).
- 1993 : Pierre Bérégovoy, bet kentañ ministr Bro-C'hall.
- 1994 : Ayrton Senna, blenier Formulenn 1 brazilian.
- 2008 : Anthony Mamo, prezidant Malta.
Lidoù
kemmañDeiziadur keltiek
kemmañ- Kala-mae (Beltaine), gouel deroù an hañv gant ar Gelted kozh
Deiziadur roman
kemmañ- Calendis Maiis / Bona Dea / Lares Prestiles / Florae Ludi IV = 1añ Mae / Doueez vat / Doueed an ti / 4vet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora
Deiziadur kristen
kemmañDeiziadurioù broadel hag etrevroadel
kemmañ- Devezh al labourerien pe Gouel al labour