Tour-tan ar Vein Zu
Tour-tan ar Vein Zu zo un tour-tan el lark da aodoù Goueled Leon. Talvezout a ra da heñchañ ar bigi a dremen hebiou Beg Lokmazhe. Savet e voe etre 1867 ha 1871. E kumun Konk-Leon emañ.
![]() | |
![]() | |
Lec’h | Konk-Leon, Bro-C'hall |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1867 ![]() |
Dafar | maen (tour), Greunvaen (diazez) ![]() |
Emgefreekaet | 1992 ![]() |
Uhelder | 19,4 metr ![]() |
Stumm | pikernek ![]() |
Mammenn energiezh | eoul maen, petrol ![]() |
Statud gladel | monumant istorel rummet ![]() |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1872 ![]() |
Uhelder fokalenn | 28 metr ![]() |
Kreñvder | 180 watt ![]() |
Diraez | 20 mil-mor ![]() |
Doareenn ar sinal | Fl R 5s ![]() |
Istor
kemmañKinniget e voe ur raktres da sevel un tour-tan en takad e 1862. Degemeret e voe ar raktres gant ar gouarnamant gall d’an 3 a viz Mae 1865. Da neuze e oa bet istimet e savfe koust al labourioù da 325 000 lur.
Echuet e voe al labour e deroù 1872. D’ar 1añ a viz Mae e krogas an tour-tan da vont en-dro. Da neuze e oa ur gouloù ruz, dre eoul, a daole skedoù bep 10 eilenn. E 1903 e voe lakaet aezhenn tireoul da zeviñ e-lec’h an eoul. Hag e 1984 e voe lakaet ar gouloù da vont en-dro war-bouez an tredan.
E 1992 e oa bet lakaet an tour-tan da vont en-dro emgefre hag abaoe e vez kontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h en enez Eusa.
Gant daou seurt mein greunit e voe savet an tour-tan : mein an Aber Ildud ha mein Kersanton[1].
Notennoù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Louis Chauris, « Construction d'un phare en mer d'Iroise : les Pierres Noires (1866-1872) », e Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn 105, niverenn 1, 1998, pp. 71–89.
Liammoù diavaez
kemmañ- Fichenn IA29000459 e diaz Mérimée
- Fichenn tour-tan ar Vein Zu e lec’hienn an DIRM NAMO (direction interrégionale de la mer Nord Atlantique-Manche Ouest)
- Tour-tan ar Vein Zu el lec’hienn phares.du.monde (skeudennoù)