Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a wechoù "the War of Northern Aggression" pe "second war of independence" gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 hag 1865, hag a empleg Stadoù-Unanet an "Unaniezh", renet gant Abraham Lincoln, hag ar "Stadoù Kengevreet Amerika", renet gant Jefferson Davis hag a gevrede unnek Stad eus ar su (Su ar Stadoù-Unanet) hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet.
Moranv | War Between the States, War of Northern Aggression ![]() |
---|---|
Anv berr | Civil War ![]() |
Lec'h | Southern United States, Northern United States ![]() |
Studiet gant | Istor milourel Stadoù-Unanet Amerika ![]() |
Deiziad kregiñ | 12 Ebr 1861 ![]() |
Deiziad echuiñ | 9 Ebr 1865 ![]() |
Perzhiad | Union, Stadoù Kengevreet Amerika ![]() |
Abeg pennañ | slavery in the United States ![]() |
Abeg kentizh | 1860 United States presidential election, secession of the Southern United States, emgann Fort Sumter, President Lincoln's 75,000 Volunteers ![]() |
Efed | Emancipation Proclamation, Ten percent plan, Thirteenth Amendment to the United States Constitution, Reconstruction Era ![]() |
Has contributing factor | Fugitive Slave Act of 1850, Kansas–Nebraska Act, Dred Scott v. Sandford, John Brown's raid on Harpers Ferry, 1860 Democratic National Convention ![]() |

An unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret ar sez gant Lincoln.
Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, an niver uhelañ uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (The Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh.
Istor kemmañ
Bloavezh 1860 mare dilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika, ar Republikaned, gant e-penn Abraham Lincoln, o devoa lakaet anat war-raok e oa ret lammañ ar sklavelezh en holl tiriadoù eus ar vro. E su Stadoù Unanet Amerika e oa gwelet kement-mañ evel un doare da dagañ gwirioù bonreizhel o stadoù. Ar strollad republikan kreñvoc'h e norzh ar vro, a zeuas a-benn da dapout muioc'h a vouezhioù hag a gannaded pezh a lakaas Lincoln da vezañ dilennet evel ar c'hentañ prezidant Republikan d'ar vro. Siwazh a-raok ma vefe bet-tu dezhañ da vezañ degemeret evel prezidant, 7 stad eus ar Su gant ekonomiezhoù diazezet war kenwerzh ar c'hotoñs a savas ar C'hengevread.
Kroget e oa ar stourm d'an 12 a viz Ebrel 1861, pa oa bet kanoliet Fort Sumter gant an nerzhioù lu kengevreet. War tachenn kornôg ar brezel an Unaniezh a yae war-raok dizehan. War tachenn reter ar brezel, an emgannoù a oa hep trec'h anat a-bep tu e 1861–1862. E miz Gwengolo 1862, Lincoln a embanne an Emancipation Proclamation, a lakae fin ar sklavelezh evel unan eus pennaennoù ar brezel. Er c'hornôg, e-pad hañv 1862 an Unaniezh a zistruje ar Morlu Kengevreet stêr, ouzhpenn darn an nerzhioù lu douar, ha lakaet seziz war New Orleans. An trec'h gant an Unaniezh e-pad Seziz Vicksburg e 1863 en devoa rannet e div lodenn ar C'hengevread er stêr Mississippi. E 1863, tagadenn an Norzh gant Robert E. Lee a oa bet trec'het e-pad Emgann Gettysburg. An trec'hioù er C'hornôg gant Ulysses S. Grant a lakaas anezhañ evel penn an holl luioù eus an Unaniezh e 1864. Ur seziz strizh a voe lakaet da dalvezout war ar C'hengevread, strategiezh an douar devet a voe lakaet da dalvezout ivez. An tagadennoù a-bep tu gant an Unaniezh a lakaas Atlanta da gouezhañ e-tal William T. Sherman e-pad ar March to the sea.
An emgannoù bras ziwezhañ a voe e-pad Seziz Petersburg. Lee a glaskas tec'hout met rediet e voe da godianañ en Appomattox Court House, d'an 9 a viz Ebrel 1865. Echuet e oa lodenn vilourel ar brezel, rediet e voe adsevel un unaniezh eus ar vroad ar pezh a gemero 12 vloaz c'hoazh. Ar mare-se a vez graet Reconstruction Era anezhi.
Red an darvoudoù kemmañ
- 1860
- 20 a viz Kerzu : disrann Carolina ar Su
- 1861
- 3 a viz Genver : disentez e parlamant Delaware, a-enep an disrann. Bec'h etre an dud a-zivout an diviz-se.
- 9 a viz Genver : disrann Mississippi
- 10 a viz Genver : disrann Florida
- 11 a viz Genver : disrann Alabama
- 26 a viz Genver : disrann Louiziana
- 29 a viz Genver : disrann Georgia
- 1añ a viz C'hwevrer : divizet aozañ ur referendom a-zivout an disrann e Texas
- 23 a viz C'hwevrer : referendom e Texas : disrann votet
- 11 a viz Meurzh : bonreizh degemeret gant ar seizh Stad kevredet kentañ
- 12 a viz Ebrel : Emgann Fort Sumter. Penn-kentañ ar Brezel
- 17 a viz Ebrel : divizet aozañ ur referendom a-zivout an disrann e Virginia
- 29 a viz Ebrel : dileuridi Maryland a ziviz chom en Unvaniezh, met votet zo un disentez a-du gant ar Stadoù kengevredet, hag a-enep ar brezel
- 28 a viz Mae : gouarnour Kentucky a embann e chomo Kentucky en Unvaniezh, hag e chomo neptu
- 6 a viz Mae : disrann Arkansas
- 6 a viz Mae : divizet aozañ ur referendom a-zivout an disrann e Tennessee
- 20 a viz Mae : disrann Carolina an Norzh
- 23 a viz Mae : referendom e Virginia : disrann votet
- 8 a viz Even : referendom e Tennessee : disrann votet
- 21 a viz Gouere : Kentañ emgann Bull Run
- 5 a viz Mae - 7 a viz Mae : Emgann Wilderness
- 8 a viz Mae - 21 a viz Mae : Emgann Spotsylvania
- miz Gouere : argadenn ziwezhañ ar Re gengevredet e Washington
- miz Gwengolo : Atlanta tapet gant Sherman
- 1865
- 9 a viz Ebrel : daskor Lee da-geñver Emgann Appomattox. Fin ar Brezel
- 14 a viz Ebrel : muntr Abraham Lincoln
- 26 a viz Ebrel : kodianidigezh ar bagadoù a nac'he en em zaskor
- 23 a viz Mezheven : an Amerindianed, hag a oa a-du gant ar Stadoù kengevredet, en em zaskor
- 6 a viz Kerzu : peurwiriekaet 13vet reizhadenn Bonreizh ar Stadoù-Unanet (sklavelezh dilamet)
Tud dibar an Unvaniezh kemmañ
- Abraham Lincoln, prezidant an Unvaniezh
- ar jeneral George B. McClellan, danvez-prezidant demokrat e 1864
- ar jeneral Ulysses S. Grant
- ar major jeneral George G. Meade
- ar jeneral William T. Sherman
- ar jeneral George Henry Thomas
- ar jeneral George Armstrong Custer
- ar jeneral Joseph Hooker
Tud dibar ar C'hengevread kemmañ
- Jefferson Davis, prezidant ar C'hengevread
- ar jeneral Robert E. Lee
- ar jeneral Stand Watie (penntiern Cherokee)
- ar jeneral Joseph E. Johnston
- ar jeneral Braxton Bragg
- ar jeneral Pierre Gustave Toutant de Beauregard
- ar jeneral John Bell Hood
- ar jeneral Thomas Jonathan Jackson (lesanvet Stonewall)
- ar jeneral James Longstreet
- ar jeneral Albert Sidney Johnston
- brigader jeneral Lawrence O'Bryan Branch
- brigader jeneral J. E. B. Stuart
Nerzhioù lu kemmañ
Union Army kemmañ
Ar re c'hlas, dre liv o unwisk soudard. Union Army a oa anv hollek nerzhioù lu an Norzh war zouar. Skourr ar morlu a oa an Union Navy.
Lu Stadoù Kengevreet Amerika kemmañ
Ar re griz, dre liv o unwisk soudard. Lu Stadoù Kengevreet Amerika (Confederate States Army) a oa hollad nerzhioù lu ar Stadoù Kengevreet. Ar morlu a oa graet Confederate States Navy anezhi.
Armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika kemmañ
- Pennad spisoc'h: Listenn armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a voe ur brezel o welet an armoù neveshaet ha reoù nevez o tont etrezek an tachennoù emgann.
Adsevel istorel kemmañ
E-leizh a adsevel istorel a vez er Stadoù-Unanet gant tem brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Adsavet e vez emgannoù pennañ ar brezel. E su ar Stadoù-Unanet ez eo kreñv-tre an adsevel istorel dre al liamm karantezus a vez bev birvidik c'hoazh hiziv-an-deiz evit an ez- Stadoù Kengevreet Amerika.
Adkemer er sevenadur kemmañ
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.
Filmoù kemmañ
- The Battle of Bull Run, Francis Ford, 18 a viz Meurzh 1913
- Gods and Generals, Ronald F. Maxwell, embanner Warner Bros. Pictures, 2003
Bandennoù-treset kemmañ
- Les Tuniques bleues : Bull Run (albom 27), gant Lambil ha Cauvin, embannadurioù Dupuis, 1987
Sonerezh kemmañ
- Dixie (anvet ivez Dixie's Land), a zo ur ganaouenn pobl a orin amerikan.
- When Johnny Come Marching Home kanaouenn pobl amerikan savet e-pad ar brezel.
- The Night They Drove Old Dixie Down kanaouenn gant ar strollad The Band
Aozadurioù digorvo kemmañ
Livadurioù kemmañ
Lod arzourien a zo arbenikaet war ar brezel-se: