Ar Civil War Trust, Civil War Preservation Trust betek 2011, zo un aozadur digorvo stadunanat savet dreist-holl evit gwareziñ tachennoù emgann Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Ar Civil War Trust a ro harp da programmoù deskadurezh kement ha brudañ hêrez ar vro evit an douristed hag ar boblañs.

Civil War Trust
aozadur hep pal kenwerzhel
Tachenn labouremgann, military history Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadWashington D.C. Kemmañ
Ezel eusNational Coalition for History Kemmañ
Furm lezennel501(c)(3) organization Kemmañ
Sez sokialWashington D.C. Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.battlefields.org/ Kemmañ
O. James Lighthizer prezidant an aozadur
Poltred John Salmon Ford, restroù eus ar brezel diabarzh a vez gwarezet ivez gant an aozadur.

Krouet e oa bet an aozadur e 1991.

Kentañ luskad modern gwareziñ tachennoù emgann ar Brezel diabarzh stadunanat a oa bet douget gant an Association for the Preservation of Civil War Sites (APCWS), a oa bet krouet e 1987. APCWS n'en doa ket savetaet nemetken degadoù a devezhioù arad eus tachennoù emgann diouzh an distruj, met a roas ivez tourioù gwelladenniñ ha kendivizoù etre istorourien arbenikaet ar mare.

Ar Civil War Trust, un aozadur digorvo all gant ar pal gwareziñ tachennoù emgann ar brezel diabarzh a oa bet savet e 1991. Ar Civil War Trust en doa sikouret da saveteiñ 27 km2 e-pad a zouaroù, a sevenas programmoù deskadurezh met a glaskas ivez degas ur sell aketus d'ar boblañs war perak e oa pouezus saveteiñ ha gwareziñ an tachennoù istorel.

 
Steuñv gwareziñ tachenn emgann Cedar Creek diouzh ledañ al Limestone Mines

Tachennoù emgann gwarezet

kemmañ

Ar Civil War Trust a zo deuet a-benn da wareziñ da vat tro 170 km² a dachennoù brezel hag e-tro 120 lec'h emgann ledet dre 20 stad disheñvel eus Stadoù-Unanet Amerika.