Emgann Chickamauga (saozneg: Battle of Chickamauga), stourmet etre an 18 hag an 20 a viz Gwengolo 1863 etre an Union Army ha Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-kerzhBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, a oa bet fin un argadenn Unanet e gevred Tennessee ha gwalarn Georgia — ar Chickamauga Campaign.
Ar c'hentañ emgann bras e voe o vezañ stourmet e Georgia, kement hag ar c'holl brasañ gant an Unaniezh war tachenn gornôg ar brezel. Goude Emgann Gettysburg ez eo an emgann ma voe ar muiañ a golloù.

Emgann Chickamauga (Kurz & Allison, war-dro 1890)
Soudarded Lu Stadoù Kengevreet Amerika o pignat d'an talbenn e-kerzh Emgann Chickamauga (Alfred Waud, 1863)

Un trec'h koustus e oa bet evit ar re Gengevreet met un trec'h anat : 16 170 soudard kollet gant an Unaniezh (lazhet, gloazet, prizoniet pe steuziet) ha 18 454 evit kostezenn ar Su.

Goude an emgann

kemmañ

An emgann e oa bet unan drastus a bep tu, gant kolloù damheñvel keñveriet gant hollad an nerzhioù engouestlet : evit an Union e oa bet kollet 16 170 den (1657 lazhet, 9756 gloazet, ha 4757 prizoniet pe steuziet), evit ar re gengevreet 18 454 (2312 lazhet, 14 674 gloazet, ha 1468 prizoniet pe steuziet)
Ar c'holloù brasañ e oa bet e-touez an holl emgannoù war talbenn gornôg ar brezel, goude re Emgann Gettysburg. E-touez ar c'holloù e oa bet ar jeneraled kengevreet Benjamin Hardin Helm (gwaz c'hoar gwreg Abraham Lincoln), James Deshler, ha Preston Smith. Evit an Unaniezh e oa ar jeneral William H. Lytle. Ar jeneral kengevreet John Bell Hood, hag en devoa kollet dija e vrec'h kleiz goude ur c'hloazadenn en Emgann Gettysburg, a voe gloazet don gant ur boled en e c'har, rediet e oa bet dic'harañ.

Un trec'h teknikel e oa bet evit ar re gengevreet, Rosecrans a oa bet skarzhet eus an dachenn emgann gant e nerzhioù, Bragg ne oa ket deuet a-benn da beurzistrujañ nerzhioù Rosecrans pe da zegas en-dro sujidigezh East Tennessee d'ar Stadoù Kengevreet amerikan. Ouzhpenn-se, nerzhioù al lu kengevreet a oa bet tizhet don ha diaes e voe evito stankañ an toulloù.