Union Army

An Union Army (Arme an Unvaniezh), pe Federal Army (Arme kevredadel), a veze graet eus arme douar an United States Army a stourmas evit difenn unvaniezh Stadoù Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Banniel stadoù-Unanet Amerika etre 1863 ha 1865. 35 steredenn evit 35 Stad.

PourveziñAozañ

Pourveziñ an Union Army war an tachennoù emgann a oa ur gudenn vras. Gwellaet e voe kalz an dezougen hag an teknikoù evit gwareziñ ar boued hag ar poultr dre implij al linennoù-tren. Ar Jeneral Montgomery C. Meigs a voe unan eus ar pennoù brezel pouezusañ er reveulzi teknikel-se.