Digeriñ al lañser pennañ
President Andrew Johnson.jpg

Andrew Johnson, ganet d'an 29 a viz Kerzu 1808 e Raleigh (North Carolina) ha marvet d'an 31 a viz Gouere 1875 en Elizabethton (Tennessee), a zo bet seitekvet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika, etre 1865 ha 1869. Dilennet e oa bet da vesprezidant ha dont a reas da brezidant pa voe drouklazhet Abraham Lincoln. Anvet e oa bet da senedour an Tennessee. Andrew Johnson a oa anezhañ ar senedour nemetañ eus ar Su na oa ket bet roet e zilez gantañ pa oa bet savet Stadoù Kengevreet Amerika, daoust ma oa a-du gant ar sklavelezh. Ha gant se e oa lakaet da dreitour gant tuad ar Su. Dindan e ren e oa bet adunvanet an Norzh hag ar Su met dre ma tiskoueze bezañ tomm ouzh ar Su hag e tifenne gwirioù ar sklaverien hag ar re o doa stourmet evit ar Su e oa lakaet bremañ da dreitour gant an Norzh. Lusket e oa bet an dizorniañ a-enep dezhañ, an Impeachment, a c'hwitas war-bouez ur vouezh hepken. Dindan e brezidantouriezh e voe prenet Alaska digant ar Rusianed.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Flag of the United States.svg Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789 Great Seal of the United States (obverse).svg
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)