Digeriñ al lañser pennañ
Ulysses S. Grant 1870-1880.jpg

Ulysses Simpson Grant (ganet Hiram Ulysses Grant d'ar 27 a viz Ebrel 1822 e Pleasant Point en Ohio ha marvet d'an 23 a viz Gouere 1885 e Wilton) a zo bet triwec'hvet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika etre 1869 ha 1877. Ur jeneral a oa anezhañ hag a vez lakaet da vezañ trec'hour Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika pa oa deuet da vezañ pennjeneral armeadoù an Norzh adalek 1864. Ar vrud a dapas e-kerzh ar brezel-se a sikouras anezhañ da vezañ anvet da brezidant. Kavet a vez abeg en e brezidanterezh pa roas plasoù d'e vignoned ha ne reas netra a-enep o goubrenerezh.

Liammoù diavaezAozañ