John Adams (prezidant)

John Adams, ganet d'an 30 a viz Here 1735 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Gouhere 1826, a oa un den Stad, un alvokad, diplomat, skrivagner hag unan eus kensaverien Stadoù-Unanet Amerika hag eil Prezidant ar vro etre 1797 ha 1801. A-raok bezañ prezidant e oa bet unan eus pennoù ar reveulzierien stadunanat a oa deuet a-benn da c'hounit dieubidigezh ar vro diouzh ar Rouantelezh-Unanet. Bez e oa bet John Adams ar c'hentañ besprezidant stadunanat. Adams a blije dezhañ kaout un dezrevell-levr eus e vuhez. Kannadour ar Stadoù Unanet e voe : e Breizh-Veur (Ebrel 1785-C'hwevrer 1788), en Izelvroioù (Ebrel 1782-Meurzh 1788) hag e Bro-C'hall (Du 1777-Meurzh 1779).

Poltred John Adams
gant Asher Brown Durand.


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)