Joseph Hooker, ganet d'an 13 a viz Du 1814 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Here 1879, a oa un ofiser en United States Army. Tizhet en devoa ar renk a vajor jeneral en Union Army e-pad ar brezel diabarzh stadunanat. Daoust m'en doa servijet an arme gant berzh bras ha kalon dre-vras, a-hed ar brezel, Hooker a vez dalc'het soñj anezhañ evel an hini a voe trec'het garv gant ar jeneral kengevreet Robert E. Lee e-pad Emgann Chancellorsville e 1863.

Joseph Hooker
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
LealdedStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJoseph Kemmañ
Anv-familhHooker Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Du 1814 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHadley Kemmañ
Deiziad ar marv31 Her 1879 Kemmañ
Lec'h ar marvGarden City Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhSpring Grove Cemetery Kemmañ
MammMary Hooker Kemmañ
PriedOlivia Groesbeck Hooker Kemmañ
Micherofiser, milour Kemmañ
Bet war ar studi eUnited States Military Academy Kemmañ
Deroù ar prantad labour1837 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral, soudard Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Emgann Chancellorsville, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, emgann Antietam Kemmañ
Skour luUnion Army, United States Army Kemmañ
Perc'henn warRancho Agua Caliente Kemmañ
Ar major jeneral Joseph Hooker

Hooker a oa bet lesanvet "Fighting Joe" dre fazi skrivañ ur c'hazetenner en un dezrevell eus Emgann Williamsburg; chomet e oa al lesanv goude-se. Brud en doa ar jeneral da vezañ ul lonker bras hag ur merc'hetaer daonet. E bennlec'h a oa brudet evit bezañ ul lec'h c'hoari kartoù ha festoù. N'eus ket a brouennoù avat e oa ar jeneral o voesoniñ eñ e-pad ar festoù-se.