Robert Edward Lee, bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1807 e Stratford Hall hag aet da anaon d'an 12 a viz Here 1870 e Lexington a oa unan a jeneraled Stadoù Kengevreet Amerika. Bez' e oa e penn Lu Virginia an Hanternoz e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, ha gwelet eo c’hoazh hiriv an deiz evel unan eus gwellañ jeneraled a zo bet ar Stadoù-Unanet .

Robert Lee
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika, Stadoù-Unanet Kemmañ
LealdedStadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Edward Lee Kemmañ
Anv ganedigezhRobert Edward Lee Kemmañ
Anv-bihanRobert, Edward Kemmañ
Anv-familhLee Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Gen 1807 Kemmañ
Lec'h ganedigezhStratford Hall Kemmañ
Deiziad ar marv12 Her 1870 Kemmañ
Lec'h ar marvLexington Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhLee Chapel Kemmañ
TadHenry Lee III Kemmañ
MammAnne Hill Carter Lee Kemmañ
Breur pe c'hoarHenry Lee IV, Sydney Smith Lee Kemmañ
PriedMary Anna Custis Lee Kemmañ
KarHenry Lee II, George Washington Parke Custis, Mary Lee Fitzhugh Custis, Samuel Phillips Lee, Zachary Taylor Kemmañ
FamilhLee family Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherofiser, milour, army officer Kemmañ
ImplijerWashington and Lee University Kemmañ
KargGeneral in Chief of the Armies of the Confederate States, Superintendent of the United States Military Academy Kemmañ
Bet war ar studi eUnited States Military Academy Kemmañ
Deroù ar prantad labour1829 Kemmañ
RelijionEpiscopal Church Kemmañ
Last wordsTell Hill he must come up!, Strike the tent! Kemmañ
Grad milourelGeneral in Chief Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Army of Northern Virginia Kemmañ
BrezelBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Korf an armeLu Stadoù Kengevreet Amerika, United States Army Kemmañ
Diellaouet gantLouis Round Wilson Library, Stuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library Kemmañ
Perc'henn warTraveller Kemmañ
MountTraveller Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ
Ar jeneral Robert E. Lee da vare Brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet
Robert E. Lee e-pad emgann Fredericksburg

Bet diplomet e Westpoint, e oa bet ofisour da vare ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1840. Dre ma oa chomet mestr war an dachenn-emgann e eil emgann Bull Run (1862), e Fredericksburg (1862), e Chancellorsville (1863), etc, ha daoust ma voe bet trec’het en emgann Gettysburg (1863), e voe anvet da bennjeneral armeoù ar C'hengevread e dibenn ar brezel. Dav e voe dezhañ avat en em zaskoriñ war-lerc’h bout bet trec’het en emgann Appomattox e 1865.

Yaouankiz kemmañ

Robert Edward Lee a oa bet ganet e Stratford Hall Plantation er Westmoreland County, e Virginia. An tad a oa ar Major jeneral Henry Lee III (Light Horse Harry) (1756–1818), Gouarnour Virginia, ar vamm a oa eil gwreg ar jeneral, Anne Hill Carter (1773–1829). Deiziad ar ganedigezh a vez lakaet d'an 19 a viz Genver 1807. En gwirionez, hervez an istorourez Elizabeth Brown Pryor, "Lee's writings indicate he may have been born the previous year." ("Skridoù Lee a lak war-raok e vefe bet ganet bloaz a-raok").

Unan eus hendadoù Lee a oa Henry Lee I, unan eus trevadennerien bennañ Virginia a orin saoz.

Dezrevell emgannoù Lee e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika kemmañ

Da heul e vo kavet un dezrevell eus an emgannoù a welas ar jeneral Lee e-penn nerzhioù ar Su engouestlet :[1]

Emgann Deiziad Disoc'h Enebour Nerzhioù ar C'hengevread Nerzhioù an Union Army Kolloù ar C'hengevread Kolloù an Unaniezh Notennoù
Cheat Mountain Gwengolo 11–13, 1861 Koll Reynolds 5,000 3,000 ~90 88 Kentañ emgann Lee e-pad ar Brezel diabarzh. Burutellet kreñv, Lee a voe lesanvet "Granny Lee" (Lee kozh). Lee a voe kaset goude-se d'ober war-dro ar sevel difennoù kêrioù[2].
Seven Days Even 25 – Gouhere 1, 1862 Trec'h
  • Oak Grove: Draw (Unaniezh terc'het)
  • Beaver Dam Creek: Trech an Union Army
  • Gaine's Mill: Trec'h Kengevreet
  • Savage's Station: Etre
  • Glendale: Etre (Unaniezh terc'het)
  • Malvern Hill: Trec'h an Unaniezh
McClellan 95,000 91,000 20,614 15,849 Lee a voe en em dennet mat, chomet e oa e-penn an nerzhioù d'ar Su e-pad ar brezel dindan sujidigezh Jefferson Davis. Nerzhioù an Union Army a oa chomet e traoñ al ledenez hag e Fortress Monroe, a zeuas da vezañ lost al linenn tren dindan zouar, met ivez al lec'h evit ma c'hellfe terc'hout ar sklaved, biken ne zistroas ar sklaved erruet eno d'o perc'hennerien.
Eil Manassas Eost 28–30, 1862 Trec'h Pope 49,000 76,000 9,197 16,054 Nerzhioù an Unaniezh a gendalc'has gant krabanata Norzh Virginia
South Mountain Gwengolo 14, 1862 Koll McClellan 18,000 28,000 2,685 1,813 An nerzhioù kengevreet a goll douaroù kornôg Virginia a zaio da sevel West Virginia.
Antietam Gwengolo 16–18, 1862 Koll McClellan 52,000 75,000 13,724 12,410 Ar re Kengevreet a c'hwit ur chañs bras da vezañ anzavet gant broioù estren, Lincoln a gendalc'h gant bountañ war mennad dieubidigezh ar sklaved.
Fredericksburg Kerzu 11, 1862 Trec'h Burnside 72,000 114,000 5,309 12,653 Nerzhioù lu Lee a zo berr war an niver a soudarded hag an dafariñ, ar re Kengevreet a chom en o plas e su Rappahannock. Nerzhioù an Unaniezh na gillont ket eus Norzh Virginia.
Chancellorsville Mae 1, 1863 Trec'h Hooker 57,000 105,000 12,764 16,792 Nerzhioù an Unaniezh a gil evit kemer perzh e difennerezh Washington, DC.
Gettysburg Gouhere 1, 1863 Koll Meade 75,000 83,000 23,231
–28,063
23,049 Ar re Kengevreet a voe trec'het da geñver milourel met ivez ha dreist-holl speredel. Meade a voe burutellet dre ma oa chomet hep redek a-dreñv nerzhioù Lee. An emgann-se a voe brudet evel penn-kentañ fin ar C'hengevread[3]. Lee ne aloubo ket mui an Norzh goude an emgann drastus-se. Ar mennozh pennañ a vo gantañ betek fin ar brezel a vo difenn Richmond ha Petersburg ne ra forzh ar priz.
Wilderness Mae 5, 1864 Etre Grant 61,000 102,000 11,400 18,400 Trec'h kadoniezh Lee, Grant a gendalc'has gant e dagadenn, o enkelc'hiañ reter ha su o vont war-raok war-zu Richmond ha Petersburg
Spotsylvania Mae 12, 1864 Etre[4] Grant 52,000 100,000 12,000 18,000 Ne oa ket deuet a-benn Grant da drec'hiñ an difennerezh kevredet, kenderc'hel a ra memestra gant e dagadenn. War-zu Richmond ha Petersburg e kendalc'h.
Cold Harbor Even 1, 1864 Trec'h Grant 62,000 108,000 2,500 12,000 Grant a c'hell kenderc'hel gant e dagadenn, en desped da-se, Grant a lar eus ar Cold Harbor assault gant ar gerioù "greatest regret" eus ar brezel diabarzh en e skrid-buhez.
Fussell's Mill Eost 14, 1864 Trec'h Hancock 20,000 28,000 1,700 2,901 Lu an Unaniezh a glask terriñ difennerezh kevredet Richmond, kêrbenn ar Stadoù Kengevreet
Appomattox Campaign Meurzh 29, 1865 Koll peurglok Grant 50,000 113,000 Mamenn ebet 10,780 Ar jeneral Robert E. Lee a zaskor e nerzhioù da re ar jeneral Ulysses S. Grant[5]. Goude ma vefe kodianet nerzhioù Lee da Grant hennezh a ro pourvezhioù dreist-holl boued da soudarded ar Su a oa o vervel gant an naon hag ar c'hleñvedoù. Goude-se e voe tennet o armoù dezho ha laosket da vont dieub en eskemm d'ul le a zifenne dezho da dagañ nerzhioù an Unaniezh hiviziken.


Goude ar brezel kemmañ

Pa erruas ar mare da zivizout peur ha penaos kodianañ, ar jeneral Lee a zisklêrias d'e ofiserien e oa laouen e vije roet lamm d'ar sklaverezh er Su hag e vije gwelloc'h evit dazont ar vro.

E blantadeg en Arlington a voe kemeret memestra gant soudarded an Norzh hag an douaroù a voe aozet da zegemer ur vered vilourel, (Bered vroadel Arlington).

War-lerc’h ar brezel e voe anvet da brezidant skol-veur Washington.

Adkemer er sevenadur kemmañ

Filmoù kemmañ

Bandennoù-treset kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Civil War Casualties Battle Statistics and Commanders. Americancivilwar.com. Kavet : October 15, 2010.
  2. Battle of Cheat Mountain. Civilwar.bluegrass.net. Kavet : October 15, 2010.
  3. Gettysburg Battle American Civil War July 1863. Americancivilwar.com. Kavet : October 15, 2010.
  4. McFeely, William S. (1981). Grant: A Biography. New York : Norton. 169 p. ISBN 978-0-393-01372-6. 
  5. Appomattox Courthouse Robert E. Lee surrenders to Ulysses S. Grant. Americancivilwar.com. Kavet : October 15, 2010.